Darempred

Degemer > Kenstrivadeg-kentan-diwan-an-erminig-helavar
erminig_helavar_2023_20230612_142137

Kenstrivadeg kentañ Diwan : "An erminig helavar"

Liseoù

23/05/2023

Hizivadur 13/06/2023

Dec’h e oa bet dalc’het kentañ kenstrivadeg helavarded Diwan e Karaez.

Liseidi eilvet klas kalonek o deus kenstrivet dirak an dud war un tem dibabet ganto.

9 priz a zo bet roet (listenn da bellgargañ e-traoñ ar bajenn).

Gourc’hemennoù d’an holl berzhidi ha d’ar re a zo aet ar maout ganto.

 

---

 

A-drugarez d’ur profour e vo aozet gant Diwan d’an 12 a viz Even e Karaez ur genstrivadeg anvet : "An erminig helavar"

Digoret e vo an enskrivadurioù da holl liseidi Eilvet klas Diwan. Bez o devo da ezteurel o soñjoù dre gomz e-pad 5/10 munutenn, hep notennoù war ur gudenn o devo dibabet.

Tro o devo eta da ziskouez o barregezhioù da gendrec’hiñ e brezhoneg.

Barnet e vint gant ar juri war o yezh, o arguzennoù hag o c’hoari.

Prizioù a-feson a vo :

  • 1añ priz : 350 €

  • 2vet priz : 250 €  

  • 3de priz  : 150€

  • 4re priz --> 8vet priz : kartenn prof : 20 €

  • Priz an arvesterien : 150 €

 

Emichañs hor bo tro da glevet teodoù kaer an devezh-se !

 

Abadenn France 3 Breizh d'ar 14 a viz Even 2023

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ