Darempred

Degemer > Kenemglev-stad-rannvro-ur-gejadenn-dichipot-gant-ar-rektor
manif_rectorat_rennes_janvier_2022_genver_rektordi_IMG_20220119_163522

Kenemglev Stad-Rannvro : ur gejadenn dichipot gant ar Rektor

Kemennadenn

21/01/2022

Lire cet article en français

Daoust da gomzoù brav ar Rektor e Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro d’ar Meurzh 18 a viz Genver diwar-benn an emziviz, kinnigoù ar rannvro hag an deiziataer heuliet mat evit ar c’henemglev Stad-Rannvro, n’o deus ket servijoù ar rektordi respontet tamm ebet d’hor goulennoù. Ni gave ganeomp mont war-gil zoken.

Ar rouedadoù kevredigezhioù (Diwan, Divyezh Breizh : Kevredigezh rannvro tud ar skolidi evit ar c’helenn ar/e brezhoneg er skolioù publik, Divaskell Breizh : rouedad kevredigezhioù Dihun tud ar skolidi er skolioù divyezhek katolik, Kelennomp ! : kevredigezh ar gelennerien e brezhoneg, Kevre Breizh : kenurzh sevenadurel kevredigezhel e Breizh) o doa galvet d’en em vodañ dirak rektordi akademiezh Roazhon d’ar Merc’her 19 a viz Genver.

Trugarekaat a reomp an holl vugale, tud ar vugale, tud tost o c’halon ouzh Diwan hag an dilennidi da vezañ  deuet dirak ar Rektordi daoust d’ar glav ha d’ar yenijenn, evit diskleriañ hon nec’hamant war ar fed e chom bout ar c’hevraouiñ. Talvoudus-kenañ eo bet dre m’en deus ar Rektor asantet degemer dileuridi eus ar strollad ha dilennidi.

Gant an emgav dic’hortoz-mañ, padet ouzhpenn un eurvezh ez eus bet gellet kejañ dre ar munud ha war-eeun gant ar Rektor ha lakaat ar gaoz war goulennoù ar strollad.

Gellet hon eus komz diwar-benn un nebeud dibarderioù eus ar c’helenn kevredigezhel dre soubidigezh :

  • ar c’hevratañ kerkent ha krouet skolioù nevez er c’hentañ hag en eil derez,

  • an doareoù da arc’hantaouiñ ar greizenn stummañ Kelenn,

  • ar c’henemglev Stad-Rannvro-Diwan meneget er gevrat evit an ober publik e Breizh.

 

Ouzhpenn se hon eus goulennet resisaat an doareoù e-keñver an debarzhadur hollek a eurvezhioù (DGH), da lavaret eo an eurvezhioù kelenn brezhoneg er skolaj hag el lise hag an arnodennoù e brezhoneg kuit da vezañ forc’hellek an doare da bleustriñ gant kelc’hlizher ar 16 a viz Kerzu 2021 war ar c’helenn divyezhek.

War-lerc’h ar gejadenn-mañ ha war-lec'h bezañ displeget hor goulennoù e c’hortozomp digant ar Rektor ma vo kemeret e karg hor goulennoù a gaver e-barzh kinnigoù kempouez ar Rannvro.

Kontañ a reomp ivez war kannaded Rannvro Breizh evit reiñ da anavezout hor goulennoù e penn uhelañ ar Stad ha gwiriañ evel-se o vot evit al lezenn Molac hag o anaoudegezh ouzh ar yezhoù rannvro.

10 devezh a chom evit dont a-benn da gaout un destenn uhelek a c’hello bezañ votet da geñver abadenn a zeu Kuzul Rannvro Breizh e miz C’hwevrer.

Gerioù-alc'hwez stag : stourm    langue bretonne    convention état région   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ