Darempred

Degemer > Kenavo-anna-vari
anna-vari-chapalain_20200916_161453

Kenavo Anna-Vari !

16/09/2020

Lire cet article en français

Leuskel a ra Anna-Vari Chapalain he flas evit mont war he leve goude 20 vloavezh e renerezh ar rouedad Diwan. Distroomp war ur red micher lusk ennañ !

Goude bezañ bet labouret en Telegram, kaset war-raok raktresoù war dachenn europa, ha bezañ bet eil vaerez e Kemper, he deus Anna-Vari Chapalain tapet renerezh Diwan e 2001. Un distro gant ur rol nevez, goude bezañ bet e-touez ar familhoù kentañ o deus krouet Diwan.

Peseurt darvoudoù o deus merket da red micher e-giz renerez Diwan ?

Buhez renerez Diwan a zo kas ar vag vras war-raok war ar pemdez gant an holl vartoloded e bourzh. Darvoudoù bras ‘zo a-wechoù, da skouer e 2002 an emglev gant an Deskadurezh stad evit enframmañ Diwan er statud publik hag a zo bet nullet, pe c’hoazh enkadennoù ekonomikel, an hini diwezhañ o vezañ diviz ar gouarnamant, e-kreiz an hañv 2017, da lemel ar c’hevratoù skoazellet eus ar skolioù. Kement-mañ o vezañ lakaet sklaer e oa ret da Ziwan adlakaat da bennaenn gwellaat he statud. Darvoudoù ‘zo a ziskouez ez eo ret stourm atav evit ma vefe anavezet Diwan da vat, ha kement-mañ pa emaomp o vont war-zu 50 vloaz ar rouedad !

Peseurt santimant ‘peus en ur guitaat ar rouedad ?

Un tamm fromet on, koulskoude ez on seder pa ouzon ez eus tud all ha rummadoù nevez evit kas da benn ar gefridi. Ur blijadur eo bet labourat gant implijidi Diwan, er servijoù hag er skolioù. An darempredoù pemdeziek-se a skoazell kalz pa vez start buhez ar rouedad. Ar fed labourat gant tud a-youl vat, er c’huzul-merañ hag er burev, disheñvel-mat an eil re hag ar re all, en deus digaset din ul lod plijus en darempredoù.

Penaos e welez dazont Diwan ?

N’em eus douetañs ebet war ar fed e teuimp a-benn da solutat hon statud ha da vezañ degemeret da vat gant ar Stad, met n’ouzon ket a-benn pegeit. Ne c’hell ket bezañ mod-all gant ma vo prest an holl da genderc’hel da stourm war-zu ar pal, rak n’eo ket an aluzen a vez goulennet met just ar pezh a zo dleet d’ar vugale ha krennarded hag a zo skolidi Diwan.

Peseurt raktresoù hiniennel emaout e soñj prientiñ ?

N’em eus ket bet amzer da soñjal e raktresoù hiniennel evidon met dre ma ‘z on bet dilennet e ti-kêr Kemper ar bloaz-mañ, em eus spi da gaout tro da genderc’hel da labourat evit plas ar brezhoneg er gevredigezh.

 

Trugarez vras da Anna-Vari evit he bloavezhioù gouestlet da Ziwan ! Bremañ eo tro Gregor Mazo, brezhoneger ha tad daou vugel e Diwan, da adkemer post rener ar gevredigezh. Kalon vat dezhañ !

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ