Darempred

Degemer > Johnny-clegg
Euroskol_skritellou_D_nqOrQXUAAk5lb

Enor da Johnny Clegg

Eñvor dispar ha fromus ur c'heodedour eus ur bed doujus d'e holl yezhoù ha sevenadurioù

17/07/2019

Aet eo d'an Anaon kaner Johnny Clegg d'ar 16 a viz Gouere 2019. Fellout a ra da Ziwan enoriñ ur c'heodedour eus ur bed doujus d'e holl yezhoù ha sevenadurioù.

Brest Penfeld 1988, birvilh en doa Johnny Clegg lakaet er sal ma oa deuet 10 000 den evit an Euroskol, 10vet deiz-ha-bloaz ar skolioù Diwan. Tregont vloaz diwezhatoc’h, tudoù kozh eo deuet da vezañ ar mammoù hag an tadoù, ha tadoù ha mammoù eo deuet da vezañ ar vugale, hag an holl a zoug pri da geodedour ar bed doujus d’an holl yezhoù ha sevenadur. Ken fromus all e oa bet ar sonadegoù e 1997 gant bagad Kemper a oa bet kavet brav-kenañ gant milieroù a dud.

Komzet en doa bet Johnnny Clegg eus an darvoudoù-mañ da geñver un atersadenn evit an Télégramme e 2006 a-raok ur sonadeg e Festival du Bout du Monde :

« Ur vro a feson eo evidon Breizh. Bepred em bez bet darempredoù mat gant tud Breizh. Kaerañ eñvorenn e Breizh a chom va sonadeg e Brest e 1988. Soñj em eus pa ‘m eus kanet « Asimbonanga ». Dreistordinal e oa gwelout an 10 000 arvester o kanañ holl asambles ha kreñvoc’h egedon. Ur pennad fromus-kenañ e oa bet. Goude ar sonadeg e oa deuet familhoù d’am c’haout evit lavaret din e oa ar wech kentañ e welent o bugale o kanañ an diskan zoulou-mañ. Derc’hel em eus soñj brav ivez eus ar sonadeg gant bagad Kemper e 1997 e Gouelioù Kerne. Kanet hon oa div ganaouenn asambles, unan anezho eus Bro India anvet « Raghupati raghava ». Enrollet oa bet anezhi war ur CD ».

HIziv e teu Diwan asambles gant Alan Stivell da lavaret « Salud dit Johnny Clegg, trugarez vras dit, saludiñ a reomp ac’hanout ha trugarez vras ! »

Kenavo.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

An holl bennadoù war an tem-mañ