Darempred

Degemer > Forum-de-lorientation-2024
forom_henchan_2023_4

Forom an Henchañ 2024

12/12/2023

Bep bloaz 'vez aozet gant Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan. Bez e vo 2 forom ar bloaz-mañ :

  • D’al Lun 5 a viz C'hwevrer 2024 e skolaj-lise Gwened

  • D’ar Yaou 28 a viz Meurzh 2024 e kastell Kerampuilh e Karaez

 

Eskemmoù gant studierien war al lec'h

Fellout a ra deomp pediñ studierien, brezhonegerien, gouest da zisplegiñ d'ar skolajidi 3de klas penaos e tremen ar studioù el lise ha goude ar bak.

Tri rummad a vo :

  • Rummad hollek : Bak hollek, Prépa, skol-veur...

  • Rummad teknologiezh : Bak teknologiezh, BTS, IUT...

  • Rummad micher : Bak micher, deskardiezh...

Lakaet 'vo ar studierien da gomz e-pad 10 munutenn dirak meur a strollad 15 skolajiad 3de diwar-benn ar studioù heuliet ganto : Mod ar c'hentelioù, lusk ar sizhun, labour hiniennel, padelezh ar studioù, koust ar studioù, diaesterioù, perzhioù dibar...

Da-heul 'vo savet goulennoù gant ar skolajidi.

Laouen bras 'vefemp o tegemer ac'hanoc'h e Forom Diwan an heñchañ (Gwened pe Karaez) etre 1e goude merenn ha 5e.  

Restaolet 'vo deoc’h ho frejoù hent gant Diwan.

Ma ‘z oc’h laouen da gemer perzh, trugarez da skrivañ da eil.derez@diwan.bzh a-raok an 26 a viz Genver 2024.

 

Videoioù war ar micherioù

Evit-se hon eus c’hoant reiñ digarez d’ar skolajidi 3de da zizoleiñ ur bern micherioù a bep seurt, dre videoioù berr.

Ha laouen ’vefec’h da sevel ur video berr evit komz eus ho micher ?

Er video berr (etre 2 ha 3 munutenn), filmet gant ur pellgomz hezoug, vefe lâret ganeoc’h :

  • Piv oc’h ? (anv, oad, micher, lec’h beviñ...)

  • Studioù heuliet ganeoc’h ? (peseurt bak.., ha goude ?) 

  • Penaos eo deuet ar mennozh d’ober ar vicher-mañ ?

  • Perzhioù diaes ho labour ?

  • Perzhioù mat ho labour ?

  • Hag evit echuiñ, ur gerig kas c’hoant d’ober ar vicher-mañ.

Trugarez da zegas deomp ho video dre WeTransfer da forom.henchan[at]diwan.bzh a-raok an 19 a viz Genver 2024 (anv ar video : micher / anv).

Deoc’h da c’hoût e chomo prevez ar video ha diskouezet da skolajidi 3de Diwan nemetken. Ne vo ket embannet ar video war internet en un doare digor.

M’ho peus goulennoù, deuit e darempred ganeomp : eil.derez[at]diwan.bzh ; 02.98.21.33.69

Ma anavezit tud a vefe laouen da ginnig o micher, treuzkasit ar gemennadenn-mañ !...

Video skouer gant Sulian, labourer-douar.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ