Darempred

Degemer > Forom-an-henchan-2023
forom-henchan-2023-video_forom

Forom an heñchañ 2023

D'al Lun 6 a viz Meurzh 2023

01/02/2023

Emañ skipailh Eil Derez Diwan, kenskoazellet ar bloaz-mañ gant renerezh ha skipailh skolaj Diwan Jakez Riou, oc’h aozañ forom Diwan an heñchañ.

Evit-se hon eus c’hoant reiñ digarez d’ar skolajidi 3de da zizoleiñ ur bern micherioù a bep seurt, dre videoioù berr.

Ha laouen ’vefec’h da sevel ur video berr evit komz eus ho micher ?

Er video berr (etre 2 ha 3 munutenn), filmet gant ur pellgomz hezoug, vefe lâret ganeoc’h :

  • Piv oc’h ? (anv, oad, micher, lec’h beviñ...)

  • Studioù heuliet ganeoc’h ? (peseurt bak.., ha goude ?) 

  • Penaos eo deuet ar mennozh d’ober ar vicher-mañ ?

  • Perzhioù diaes ho labour ?

  • Perzhioù mat ho labour ?

  • Hag evit echuiñ, ur gerig kas c’hoant d’ober ar vicher-mañ.

Trugarez da zegas deomp ho video dre WeTransfer da forom.henchan[at]diwan.bzh a-raok ar Merc'her 1añ a viz Meurzh 2023 (anv ar video : micher / anv).

Deoc’h da c’hoût e chomo prevez ar video ha diskouezet da skolajidi 3de Diwan nemetken. Ne vo ket embannet ar video war internet en un doare digor.

M’ho peus goulennoù, deuit e darempred ganeomp : eil.derez[at]diwan.bzh ; 02.98.21.33.69

Ma anavezit tud a vefe laouen da ginnig o micher, treuzkasit ar gemennadenn-mañ !...

Video skouer gant Tangui, kelenner war ar matematikoù e Skolaj Diwan Kemper.

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ