Darempred

Degemer > Feur-emglev-stad-rannvro-nechet-unanet-evit-ar-brezhoneg
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_etienne_coeur_bzh

Feur-emglev Stad Rannvro, da vloavezh an erc'h du ?

Feur-emglev Stad Rannvro war treuzkas yezhoù Breizh

08/12/2021

Nec'het eo izili strollad Unanet evit ar Brezhoneg abalamour ma n'eus ket kalz a geloù diwar-benn labourioù sevel ur feur-emglev Stad-Rannvro nevez evit treuzkas yezhoù Breizh.

Lire cet article en français

Bountet o doa rouedadoù kevredigezhioù ar strollad Unanet evit ar Brezhoneg evit kas war-raok  teuliad ar feur-emglev arbennik war yezhoù Breizh, etre ar Stad hag ar rannvro. Kement-se a oa labour ar strollad a-raok diviz trumm ar c’huzul bonreizhel d’an 21 a viz Mae, da vougañ frankiz pedagogel kelenn ar yezhoù rannvro.

Ur vras ha kaer a vanifestadeg a oa bet d’an 13 a viz Meurzh, bodet enni tost da 5 000 den e straedoù Kemper, skol·idi·adezed, tadoù ha mammoù, tud a youl vat, sikour·erien·ezed ha dilenn·idi·adezed o c’houlenn ma vije bet savet ha sinet ar feur-emglev-mañ a-raok an hañv tremenet ha dreist-holl a-raok dilennadegoù rannvro miz Even. Embannet en doa Prezidant Rannvro Breizh, Loïg Chesnais Girard, e stourmfe evit kaout ur feur-emglev a live uhel digant ar Stad. Stanket e oa bet ar marc’hata avat da benn-kentañ ar prantad kabaliñ.

Nevesaet eo bet bodad-seveniñ ar rannvro abaoe ouzhpenn 5 miz ha nec’het omp chom hep kaout muioc’h a araokadennoù eget mare nevez amzer ar bloaz-mañ. Da geñver emvod kuzul sevenadurel Breizh ar 4  a viz Kerzu e oa bet goulennet keleier digant Stéphane Perrin, bezprezidant ar Rannvro e karg eus ar budjed  gant izili eus hor c’hevredigezhioù e-keñver araokadennoù ar marc’hata.

Dre ma n’en deus ket degaset keleier resis hon eus aon e vefe chomet bout an traoù war an teul ha war aerezioù roet d’ar c’helenn ha d’an treuzkas yezhoù rannvro. Ret eo da atebeien lec’hel ar rannvro hag ar Stad mont war-raok en un doare fetis war ar c’henemglev-mañ a-raok konjeoù fin ar bloaz. Goulenn a reomp ouzh ar Prezidant Rannvro kinnig buan an teul-mañ d’ar gouarnamant ha d’ar C’hentañ Ministr.

Tremen a ra ar sizhunvezhioù. N’omp ket hegredik ! Emañ an dilennadegoù prezidantelezh ha kannaded o tostaat hag emaint e risk stankañ ur wech ouzphenn ar march’ata. Da grediñ eo an dizober-mañ ur skoilh ouzhpenn ouzh kelenn ar yezhoù rannvro lakaet gant Ministr an Deskadurezh Stad

Gouzout a raimp en em sevel en-dro ! en emgavout a raimp e penn kentañ ar bloavezh a zeu evit ober ur poent.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Unanet evit ar brezhoneg    convention état région   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ