Darempred

Degemer > Face-a-notre-incomprehension
skol-diwan-karaez__RLP5689

Diskouezomp pegen youlek ha mennet omp e-keñver an digompren !

Evit skolidi, kerent, tud a youl vat, kelennerien, koskor Diwan

25/05/2021

D’ar gwener 21 a viz Mae eo bet embannet divizoù izili kuzul ar vonreizh war-lerc’h ar seziz d’al lezenn Molac o kompren en un doare reut hag a-gil mellad 2 ar vonreizh : « La langue de la République est le français », ha gant-se o vont a-enep d’ar vot a oa bet d’an 8 a viz Ebrel gant ur brasniver a gannaded.

Lire l'article en français

A-enep da ziorren ar yezhoù rannvro degemeret er vonreizh e ya ar sell-mañ koulskoude. Evel-se eo lakaet diaes ar brezhoneg kement ha diazez Diwan, da lavaret eo ar soubidigezh.

En un doare fetis, petra vez kavet e-barzh danevell ar c’huzul vonreizh :

Liamm war zu diviz ar c'huzul bonreizh

Evit a sell ouzh mellad 4 al lezenn-mañ a-zivout ar soubidigezh eo meneget an elfennoù da heul :

18. Si, pour concourir à la protection et à la promotion des langues régionales, leur enseignement peut être prévu dans les établissements qui assurent le service public de l'enseignement ou sont associés à celui-ci, c'est à la condition de respecter les exigences précitées de l'article 2 de la Constitution.

19. Or, il résulte notamment des travaux préparatoires de la loi déférée que l'enseignement immersif d'une langue régionale est une méthode qui ne se borne pas à enseigner cette langue mais consiste à l'utiliser comme langue principale d'enseignement et comme langue de communication au sein de l'établissement.

20. Par conséquent, en prévoyant que l'enseignement d'une langue régionale peut prendre la forme d'un enseignement immersif, l'article 4 de la loi déférée méconnaît l'article 2 de la Constitution. Il est donc contraire à la Constitution.

Evit lavarout an traoù eeun e vefe ar soubidigezh enepbonreizhel daoust da vezañ e pleustr en hor skolioù, skolajoù ha liseoù abaoe 44 bloaz.

Setu komzoù ar ministr e-kerzh an dibenn-sizhun :

Er gazetenn Ouest-France an 21 a viz Mae en deus resisaet ministr an deskadurezh stad an efedoù :

Le ministre de l’éducation nationale a précisé les impacts dans son entrevue de Ouest-France du 21 mai : Elle va sans doute conduire à des évolutions, mais elle ne condamne en rien Diwan, qui n’est pas menacé dans son existence. Il y a même là une opportunité pour passer à une nouvelle phase de son développement. Je resterai très attentif à ce que nous puissions continuer à appuyer Diwan.

Pennad Ouest France.

Petra eo soñjoù ar ministr Blanquer ? Fellout a ra dezhañ bountañ parelezh eurioù ha gant-se kas d’an traoñ an hentenn bedagogel gwellañ evit treuskas da vat ar brezhoneg a rumm da rumm ? Ma vefe an dra-mañ e vefe drouktunañ na c’heller ket degemer !

Heñchadurioù posupl evit kavout diskoulmoù ?

Adwelet ar vonreizh a vefe an dra hepken da ober evit diskoulmañ war grenn dermen an enkadenn lezenn war ar soubidigezh he deus lakaet hon hentenn er maez lezenn. Gant-se ne c’hell ket bezañ arc’hantaouet gant ar strollegezhioù. Kinniget en deus ar c’hannad Paul Molac an dra-mañ.

Embann Twitter

Dre ma ‘z eo luziet an afer-mañ e-keñver al lezenn ha dre ma krog ar gounnar da sevel en deus prezidant ar Rannvro, Loïg Chesnais-Girard kinniget da prezidant ar republik d’an 22 a viz Mae un doare lezennel war ar prim da c’hortoz ur c’hemm ret er vonreizh..

Embann Twitter

N’eo ket bet implijet ar c’hinnig lezennel-mañ he dije gellet degas un tamm peoc’h en enkadenn-mañ hag embannet eo bet al lezenn d’ar Sul 23 a viz Mae, deiz 44 bloaz Diwan. Pebezh prof deiz-ha-bloaz kaer !
Elfennoù lezennel

Degemer a ra an embannadur-mañ ar melladoù reizh met degemer a ra ivez divizoù ar c’huzul vonreizh, en o zouez an diviz lakaat enepbonreizhel an hentenn gelenn dre soubidigezh.

Diwar-vremañ n’ouzomp ket petra emgavo a-fed al lezenn, an arc’hant hag an oberiadennoù.

Daoust da se, profitañ a reomp eus ar stad forc’hellek-mañ ha kenderc’hel a reomp gant hor c’hefridi evel bemdez abaoe 44 bloaz gant nerzh.

Kadarnaat a reomp deoc’h eo hon emouestl plaen ha kreñv evit kavout un diskoulm d’an enkadenn-mañ, met ma ne vez respont sklaer ebet e vo ul lusk bras hag a-stroll  hepken a c’hello lakaat an traoù da cheñch.

Sevel a ra droug ennomp ivez diwar-benn diviz ar c’huzul vonreizh nac’hañ ar mellad a anaveze arouezennoù diakretek implijet er yezhoù rannvro, en o zouez an n tilde « ñ ». 

Diskouezomp pegen mennet omp da genderc’hel gant hor c’hefridi treuzkas ar brezhoneg dre soubidigezh ha bezomp niverus-kenañ Disadorn 29/05.

Gant ar mare-mañ a gounnar hag a zouetañs e c’hell bezañ aes tamall dilennidi er c’hornioù-bro pe tud war ar renk. Hep bezañ re vat ganto avat e c’houlennomp gant an holl bezañ dereat gant ar re a sikour ac’hanomp. Ur poent bennak e vo dezho da ziskouez int a-du evit ar brezhoneg. Er stourm-mañ hon eus ezhomm bezañ unvan, arabat skeiñ a-gostez. Taget omp gant tud a zo e penn ar Stad : Jean-Michel Blanquer, Jean Castex hag Emmanuel Macron !

Gervel a reomp ac’hanoc’h, skolidi, tud ar vugale, tud a youl vat, skolaerien, tud tost o c’halon ouzh Diwan da zont da 1eur30 da Wengamp evit saveteiñ hon hentenn dre soubidigezh a laka hor yezhoù rannvro da vevañ !

Betek an trec’h !

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Enkadenn bonreizhel   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ