Darempred

Degemer > Evit-ma-vevo-hor-yezhou-respontou-an-dud-war-ar-renk-evit-ar-brezidantelezh
elections_elections_2022_pqvnl_elections

Evit Ma Vevo Hor Yezhoù : respontoù an dud war ar renk evit ar brezidantelezh

07/04/2022

Lire cet article en français

Muioc'h a ditouroù war lec'hienn internet Evit Ma Vevo Hor Yezhoù

Dielfennañ a ra ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù respontoù an dud war ar renk evit an dilennadegoù prezidantelezh war dalc’h ar yezhoù rannvro.

Un nebeud kevredigezhioù a labour evit treuzkas ha derc’hel padus ar yezhoù rannvro a ya d’ober ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù.

Soutenet en deus ar strollad un nebeud araokadennoù evit ar yezhoù rannvro, en o zouez al lezenn Molac evit treuzkas ar yezhoù rannvro.

Oberiant e oa bet ar strollad pa oa aet an demokratelezh a-dreuz e-kerzh an nevez-amzer war-lerc’h seziz ha diviz ar C’huzul vonreizh.

Evit kenderc’hel gant an emouestloù hag ar goulennoù evit kaout muioc’h a anaouedegezh hag a beadra en deus ar strollad aterset e penn kentañ ar bloaz an dud war a renk evit an dilennadegoù prezitantelezh war ar poentoù bras a sell ouzh izili ar strollad.

Bepred en dez ar strollad Evit Ma Vo Hor Yezhoù diazezet e emouestloù hag e c’houlennoù war un digoradur davet an holl. Neuze n’en deus ket bet c’hoant ar strollad atersiñ tud war ar renk na sav ket a-dud gant talvoudegezhioù ar bevañ asambles.

Un nebeud devezhioù a-raok tro gentañ an dilennadegoù prezidentelezh en deus bet c’hoant ar strollad reiñ da anavezout d’an dud tost o c’halon outañ met ivez d’an dud dre vras, soñj ar re war a renk. Spi hon eus e sikouro anezho evit votiñ Disul d’an 10 a viz Ebrel.

An deiz a hiziv omp dipitet chom hep bezañ bet respontoù digant un nebeud tud war ar renk, en o zouez ar prezidant a-vremañ en deus lakaet ar gaoz war ar yezhoù rannvro Dimeurzh e Breizh hep respont d’hor goulennoù.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : election    politique   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Hetoù 2026

Kregiñ a ra 2026 gant ur c'heloù deus ar c'hentañ evit Diwan hag hor yezh : digoradur Skol Diwan Orvez ! Bremañ ez eus 48 skol,...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Gouelioù laouen

O tostaat emañ gouelioù fin ar bloaz ! Hetiñ a ra skipailh Diwan gouelioù laouen ha vakañsoù plijus d'an holl !!

Webinarioù Kehentiñ

Laouen eo servij kehentiñ Diwan ouzh ho pediñ da 3 webinar pleustrek, bet soñjet evit heñchañ an tiez-skol war ar c’hehentiñ....

An holl bennadoù war an tem-mañ