Darempred

Skol Diwan Savenneg - Prevenkel

Skol Diwan Savenneg - Prevenkel
23 straed / rue de Verdun
Savenneg / Savenay 44260

02 28 01 17 05


skol.savenneg[at]diwan.bzh
https://www.facebook.com/SkolDiwanSavenneg

Skol Diwan Savenneg - Prevenkel
Ur skol vihan eo Skol Diwan Savenneg, met ur skol a gresko buan en amzer da zont. Ul lec'h nevez ha brasoc'h a zlefe bezañ e 2018, gant sikour an ti-kêr, rak kalz goulennoù enskrivañ zo. Istor ar skol zo dibar.
skol_savenneg

Skol Diwan Savenneg - Prevenkel

Digoret e oa bet e miz Gwengolo 2009 ha serret e-pad ur bloaz dre ziouer a gelennerien, ar rouedad o vezañ kemeret e-karg koust un taksi war zu Skol Diwan St Nazer evit ar bloavezh. Peurvuiañ pa serr ur skol eo tonket an traoù ha ne zigor ket mui warlerc'h. E Savenneg en doa dalc'het ar c'huzul skoazell da labourat e-pad un ehan bloaz ha digoret e oa bet ar skol en-dro. Ar c'huzul a vo e saloñs an euredoù e 2018 evit komz eus Diwan evit komz eus an dud yaouank o tont ! Labouret e vez asambles gant kuzulioù skoazell skolioù Diwan Sant-Nazer ha Naoned ivez er festival «Les Escales» e Sant-Nazer, evit derc'hel an davarn ha fardañ boued pe evit festival Anna Vreizh. 

Bugale skol Savenneg a oar en em lec'hiañ. Ar gelennerien a laka anezho da veajiñ e Breizh, gant kartennoù, evit diskouez pelec'h emañ o mignoned all eus Diwan, hag er bed a-bezh gant ar redadeg bigi Vendée Globe. Klasoù natur er paludoù holen, kenskrivañ gant skol Sant-Nazer. Eno ez eont ingal gant an tren, digoust dindan pevar bloaz ! Ober a reont anaoudegezh gant istor Savenneg pa oa deut an Amerikaned e 1917 da skouer, ha gant sikour ur legumajer eus Savenneg a gont dezho istor ar vro ouzhpenn kaozeal eus plantennoù. 

 

Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Lizher da v/Ministr an Deskadurezh-Stad kensinet gant 21 kannad ha senedour ha gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell Breizh ha Kelennomp !

Kejet hon doa hor rouedadoù kuzulierez sokial kabined Gabriel Attal d'ar 4 a viz Gwengolo. Ma oa dereat ar selaou, n’eus bet kavet...

Loc’hañ Tomaz Andre war ar Mini Transat gant e vag Diwan

Disul e loc’ho kuit Tomaz war ar Mini Transat gant e vag Diwan.bzh ! Etrezek La Palma da gentañ ha da c’houde war-zu ar Gwadeloup.

Un distro 2023 gant an niver a vugale stabil

Tra m’emañ an niver a skolidi o tigreskiñ e akademiezh Roazhon e chom an niver a vugale stabil er rouedad Diwan d’an distro-skol...

An holl bennadoù war an tem-mañ