Darempred

Degemer > Etablissements > Berzh gant an distro-skol e skol Diwan Plabenneg !
Skol-diwan-plabennec-cartable__RLP5364

Berzh gant an distro-skol e skol Diwan Plabenneg !

17/05/2020

E Diwan Plabenneg ivez e oa adkroget gant ar skol evit brasañ plijadur ar re vihan hag ar re vras.

Lire cet article en français

Du-mañ ivez evel e pep lec’h e vez doujet d’ar protokol yec’hedel :

  • An aer check a gemer plas ar pok diouzh ar mintin,
  • Ur c’hoarI klask ar roudenn eo deuet ar porzh-skol da vezañ,
  • Gwisket o deus ar skolaerien hag an ASEMed o maskloù bravañ
  • Aozet e vez emgannoù klogorennoù soavon a-hed an devezh…

An holl a gav eo tremenet mat an distro-skol.

Gant an niver bihan ar skolidi e c’hellomp degemer an holl bemdez.

Un diforc’h avat : Chomet eo serret an diwallerezh evit poent hag ur pik-nik a gemer plas ar c’hantin. Gwellañ tra p’emañ an amzer vrav o tont !!!

Emaoc’h e soñj enskrivañ ho pugel e skol Diwan Plabenneg ?

Kit neuze e darempred gant Charlez, rener ar skol, dre bellgomz : 02 98 37 64 05 pe dre bostel : diwan.plab@free.fr

Gellet a reoc’h gweladenniñ ar skol ha kejañ gantañ war mont en-dro ar skol en ur zoujañ ouzh ar surentez yec’hedel !

Gerioù-alc'hwez stag : rentree    koronaviruz    plabennec    plabenneg    covid   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ