Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Landerne
Skol Diwan Landerne

Skol Diwan Landerne
185 Alez / Allée Tremaria
Landerne / Landerneau 29800

02 98 21 68 00




https://www.facebook.com/skoldiwanLanderne
Skol Diwan Landerne
skol_Landerne-skol_Diwan_Landerne_Klas_re_vihan1_ha_2

Skol Diwan Landerne

Degemer a ra ar skol 75 skoliad e-barzh 4 c’hlas, eus rummad ar re vihan betek ar CM2 

Nebeutoc'h eget an hanter eus ar vugale zo eus kumun Landerne.

Ur servij taksi a vez aozet gant ar GDP eus Logonna-Daoulas.

E 1986 e oa bet digoret ar skol ha 82 skoliad a oa en distro-skol 2018. 

Foar bio Landerne

Unan eus ar foarioù biologel anavezetañ e Breizh ha pelloc'h eo hini Landerne, bet savet diwar atiz kuzul skoazell Skol Diwan Landerne 26 bloaz zo. An 26tvet a vo d'ar 16 ha 17 a viz Meurzh 2024. Unan eus abadennoù brasañ kêr Landerne ouzhpenn da se, hag a drugarez da Ziwan ! Pemzek den a youl vat a labour evit prientiñ an traoù a-raok ar foar, ha kant den a vez war al lec'h, en o zouez, familhoù ar vugale, skolajidi ha liseidi bet er skol amañ a-raok. Ouzhpenn kant ugent diskouezer a vez bep bloaz o tont eus Breizh ha betek Alzas pe Okitania. Arc'hantaouet e vez ar skol gant ur foar al levrioù hag ul loto ivez ha traoù all, met ar foar bio eo an darvoud pouezusañ evit an dastum arc'hant. Graet eo ivez evit brudañ ar boued bio evel-just.

http://www.foirebiolanderneau.bzh/​

Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ