Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Felger
Skol Diwan Felger

Skol Diwan Felger
7 Promenade du Gué Maheu
Felger / Fougères 35300

02 56 47 53 86





Skol Diwan Felger
​Ar skol ar muiañ er reter e Breizh eo Skol Diwan Felger.
skol_felger

Skol Diwan Felger

Ar pempvet distro-skol e oa e 2017. Kresket eo buan ar skol betek kaout 46 skoliad. Brav-kenañ eo ar skol e-kichen ur park divent hag un dachenn velldroad. Tost d'an natur neuze ha tost da greiz-kêr ivez ha d'ar vediaoueg lec'h ma vez a-wezhioù ur saloñs al levrioù evit ar re yaouank. Ker a-walc'h eo ar feurm memes tra. Chañs he deus ar skol da gaout tud a ro arc'hant bep miz. Ar re a ro a oar e c'heller disklêrian ar profoù d'an tailhoù, 66 dre gant eus ar sammad roet a vez tennet diouzh an tailhoù. Peurrest an arc'hant ret a vez dastumet gant an deiziataerioù evel er skolioù all, gwerzh ognon Rosko ha kig-ha-fars. Tud ar c'huzul skoazell n'int ket tud o deus bugale er skol. Tud ar GDP a ra kalz labour ivez, betek al labour kontouriezh.
Er skol-vamm e vez implijet lod eus  dafar Montessori, traoù e koad a servij d'ar vugale da labourat o-unan. Efedus-bras eo evit ar vugale ampechet, hag evit an holl, doujus da lusk ar vugale. Gant an doare-se e sell ar gelennerien ouzh pep bugel hag e welont buan war petra en deus pep hini ezhomm da labourat. Amañ evel e skolioù zo e vez rannet ar c’hargoù renerezh etre meur a skolaer a-benn skanvaat labour pep hini 
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

An holl bennadoù war an tem-mañ