Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Banaleg
Skol Diwan Banaleg

Skol Diwan Banaleg
29 straed Sant Lukaz
Banaleg / Bannalec 29380

02 98 39 54 90




Skol Diwan Banaleg

Skol Diwan Banaleg

Fiñvet e vez kalz e Skol Diwan Banaleg ! Ur skol eürus tost d'an natur. Ar gelennerien a labour asambles ha laouen int, p'o doa bet ur pevare post kelenner e 2016. Goude merenn e vez eskemmet klasoù gant ar gelennerien alies. Lakaet e vez da dalvezout barregezhioù pep kelenner : sportoù, arzoù, yezhoù, kan, dañs, gouren hag all. Neuze en em gav pep kelenner goude kreisteiz gant meur a live asambles gantañ. Plijadur zo ! Kalzik sport a vez graet war an aod ivez, kaiak ha surf da skouer. Ur skol bras a-walc'h eo skol Diwan Banaleg, gant ouzhpenn pevar-ugent skoliad. Deut eo mat ar skol gant an ti-kêr hag an holl vugale a ya da gantin ar gumun. E 1987 e oa bet plantet ur wezenn gant ar skol e kreiz-kêr Banaleg e-kichen an iliz. Deut eo brav ar wezenn hag emañ he gwrizioù e bered kozh Banaleg ! Pebezh arouez, evit ar brezhoneg a ra e hent en-dro a-drugarez da Ziwan pa oa tonket da vervel. Kalz abadennoù aozet gant kuzul skoazell Diwan Banaleg a vez graet asambles gant skol Diwan Tregon evel ar pred pesked e Trevignon e-pad an hañv, un digarez da zisplegañ d'an douristed ha da dud ar vro petra eo Diwan. A-hend-all eo mil vrudet fest-noz Pilhoù ar skol, eil dibenn-sizhun miz Meurzh, hep kontañ ur foar al laou, ha gwerzh ar c'hrampouezh evel-just !

Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Hetoù 2026

Kregiñ a ra 2026 gant ur c'heloù deus ar c'hentañ evit Diwan hag hor yezh : digoradur Skol Diwan Orvez ! Bremañ ez eus 48 skol,...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Gouelioù laouen

O tostaat emañ gouelioù fin ar bloaz ! Hetiñ a ra skipailh Diwan gouelioù laouen ha vakañsoù plijus d'an holl !!

Webinarioù Kehentiñ

Laouen eo servij kehentiñ Diwan ouzh ho pediñ da 3 webinar pleustrek, bet soñjet evit heñchañ an tiez-skol war ar c’hehentiñ....

An holl bennadoù war an tem-mañ