Darempred

Degemer > Etablissements > A gevret emañ Rouedad Diwan gant Skol ar Priñs Bihan eus Plougerne
Logo_LOGO-DIWAN-01-Glas

A gevret emañ Rouedad Diwan gant Skol ar Priñs Bihan eus Plougerne

07/09/2018

Mantret eo tud ar rouedad Diwan o klevet e vo lemet ur post e klas divyezhek skol bublik ar Priñs bihan e Plougerne, hep digresk an niver a vugale.

Mantret eo tud ar rouedad Diwan o klevet e vo lemet ur post e klas divyezhek skol bublik ar Priñs bihan e Plougerne, hep digresk an niver a vugale.

Diskuliañ a ra ar rouedad Diwan politikerezh an Deskadurezh Stad na ro ket ar peadra d’an hentennoù kelenn diyezhek ha dre soubidigezh da seveniñ o c’hefridi. Dre ma vez ur goulenn sokial ha dre ma ranker saveteiñ ar glad yezhel ha sevenadurel e Breizh e c’halv Diwan da sevel ur gwir steuñv evit ar c’helenn divyezhek.

A-gevret emañ izili Diwan gant ar gevredigezh Div Yezh, skolidi, familhoù ha skolaerien skol ar Priñs Bihan. 

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Deskadurezh Stad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

An holl bennadoù war an tem-mañ