Darempred

kelenn_kelenn

Kelenn

Stummadurioù evit ar c’helenn divyezhek dre soubidigezh

Kelenn, e Kemper, a zo kreizenn stummañ skolaerien Diwan. Dindan gevrat emañ gant ESPE Breizh ha skolioù meur Roazhon 2 ha Brest. Stummet vez ar studierien evit mont da skolaer er c’hentañ derez hag evit tremen ar genstrivadeg kelenner ar skolioù. Kinniget e vez ivez ur stummadur evit bezañ divyezhek ha mont war zu micherioù ar c’helenn.

Bep bloaz e Kelenn e vez stummet un ugent studier bennak eus ar master MEEF-EBI (Micherioù ar c’helenn, an desevel hag ar stummadur – Kelenn divyezhek dre soubidigezh) evit kelenn dre soubidigezh en unan eus ar 46 skol Diwan. « Evit an dud un diplom bak +3 ganto o komz brezhoneg hag o skrivañ madik a-walc’h evit heuliañ ar stummadur e brezhoneg eo » a zispleg Patricia Chorlay, kenurzhierez pedagogiezh ar c’hentañ derez, e karg eus ar stummadur. Er bloavezh kentañ e vez… Lenn peurest ar pennad

Evit gouzout hiroc’h +

www.kelenn.bzh

Dorioù digor e miz Meurzh

Saloñsoù studierien : Azimut e Brest, Sup’Armor e Sant-Brieg hag Info'Sup e Gwened

Lakait o anv dre bostel  kentan.derez@diwan.bzh pe pellgomzit d’ar 02 98 21 34 95 (sekretouriezh Diwan) pe kelenn@kelenn.bzh d’ar 02 98 95 55 99 (sekretouriezh Kelenn) evit gouzout hiroc’h.

 

Gerioù-alc'hwez stag : stummadur   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ