Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan roazhon > Ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen en dazont
skolaj-diwan-44__RLP2764

Ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen en dazont

01/07/2020

Ne vo ket digoret ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen e miz Gwengolo 2020 evel raktreset. Koulskoude e kendalc'ho Diwan hag an Departamant 35 da genlabourat evit respont d'ar goulenn sokial ha digeriñ ur skolaj en dazont.

Lire cet article en français

Emañ ar C’huzul departamant ha kevredigezh Diwan o labourat da zigeriñ ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen. Gellet hon ije digeriñ anezhañ e Gwipri-Mezeg kerkent hag an distro a zeu. Pa n’eo ket darev an traoù eno, ne vo ket prest an traoù evit 2020 ha dav e vo kavout ul lec’h all evit degemer anezhañ.

Lakaet en doa an Departamant da sevel ur skolaj publik nevez e Gwipri-Mezeg, haga zigoro e miz Gwengolo 2020 ha da c’houde e vo digoret ur c’houskva, e 2023, gant se e oa bet soñjet fiziañ e kevredigezh Diwan 630 m² evit he skolaj.

Koulskoude, ar prantad ijinañ ha seveniñ ar skolaj Diwan a ranko kenderc’hel e liamm gant servijoù an Deskadurezh Stad, evit ma vo tu d’ar framm se bezañ digoret er boavezhioù da zont. Ret e vo deomp gellet kevratiñ ar skolaj kerkent. Hep ar gevrat- se n’haller ket kaout un diazez solut lezennel na kennebeut e keñver an arc’hant.

Chom a ra ur raktres a seurt-se ken dedennus all evit Il-ha-Gwilen.

Ampellaet eo ar raktres, ha n’eo ket dilezet

Skoaz-ouzh-skoaz eo Departamant Il-ha-Gwilen ha kevredigezh Diwan atav evit dont a-benn da gaout ur c’hinnig kelenn a seurt-se er bloavezhioù a zeu, pa n’eus ket anezhi er vro evit ar poent. Rret mat e vo diskoulmañ e liamm gant servijoù an Deskadurezh Stad ar skoilhoù deuet war wel ha ret e vo kavout ul lec’h nevez kar ne vo ket dieub ken al lec’h kentañ.

Emañ rouedad ar skolioù Diwan e pemp departamant Breizh istorel. 46 skol a za da ober anezhi (ouzhpenn 3000 skoliad), 6 skolaj hag ul lise (ouzhpenn 1200 bugel) e Penn-ar-Bed, en Aodoù-an-Arvor, er Morbihan hag e Liger-Atlantel. Labourat a ra 570 den e frammoù Diwan.

Emañ Diwan e 4 lec’h en Il-ha-Gwilen, o tegemer tro-dro 220 bugel e Roazhon (Blosne ha Keryann), Felger ha Gwipedel. Ar pezh zo, e sav ur gudenn da familhoù ar skolidi- bretilian-se pa teu ar c’houlz da genderc’hel a stumm deskadurezh divyezhek dre soubidigezh-se en departamant, n’eus nemet ¼ ar skolidi CM2 a gendalc’h o skoliata eil derez e rouedad Diwan, dreist-holl e Gwened, gant ar c’houskva.

Ur gevrat a gevredigezh zo etre ar Stad hag ar braz eus ar skolioù ha skolajoù Diwan, kement-se a dalvez emañ goproù ar gelennerien kemeret e karg gant ar Stad, e-giz evit forzh peseurt skol, skolaj pe lise kevrataet. Lakaat a ra e pleustr ar gelennerien programmoù ofisiel an Deskadurezh Stad, ensellet e vezont evel o c’heneiled eus an deskadurezh publik.

Digeriñ a raio Departamant Il-ha-Gwilen 3 skolaj publik nevez er bloaz-mañ e kumunioù Lalieg, Gwipri-Mezeg ha Breal-Moñforzh, e pep hini anezho e vo posupl degemer betek 800 skolajiad. Evit ar bloavezh-skol kentañ e vo degemeret 950 skolajiad en holl e distro-skol miz Gwengolo 2020. Ur postadur arc’hant a 43 milion a eurorioù e talvez al labourioù-se evit ar strollegezh, kement-se pa kresk ingal an niver a skolajidi hag ar skolajiadezed en departamant.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : ille-et-vilaine    eil derez    skolaj    collège   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ