Darempred

skol_Roazhon1Skol_RoazhnCM2

Skol Diwan Roazhon

ar "Blosne"

Daou lec'h zo da skol Diwan Roazhon, al lec'h kentañ ha brasañ gant ouzhpenn kant ugent skoliad ha c'hwec'h klas zo er su, e karter ar «Blosne», an hini all zo e karter Keryann, e-kichen ar skol-veur gant ouzhpenn tregont skoliad. Dek kelenner zo, ur skipailh zo evit pep skol.

Sklaer eo, n'eus nemet amañ e Roazhon ma ya ar vugale d'an opera ! Hag an holl vugale a ya bep tri bloaz da lennoù Ploermael e-pad un nebeut devezhioù evit bageal. Ar raktres nevez er skol eo gouzout dispakañ ar fromoù, merañ an dizemglevioù ha labourat a-skipailh. 

Un dra dibar amañ : ur greizenn dudi a vez d'ar merc'her, hag e brezhoneg, meret gant ar GDP. Degemer a ra war-dro tregont bugel ha lod en o zouez n'emaint ket e skol Diwan. An hanter eus bugale Skol Diwan Roazhon zo o chom e kumun Roazhon. Lod a ra tost da zaou-ugent kilometr evit dont d'ar skol Diwan !

Kalzik donezonerien a ro da skol Diwan Roazhon ha lod abaoe an deroù e 1978 ! N'eus kuzul skoazell ebet e Roazhon. Aozet e vez gant ar GDP ur mell kig-ha-fars bep bloaz. Alan Stivell eo tad paeron ar skol. 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ