Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan plijidi > Nullet eo darvoudoù kuzul skoazell Lannuon
skol-diwan-lannuon__RLP8329

Nullet eo darvoudoù kuzul skoazell Lannuon

Covid-19

20/04/2020

Ranket en deus kuzul skoazell skol Lannion nullañ pe daleañ an darvoudoù, ur c'holl 14 000 euros evit poent.

Lire en français

E keñver an darvoudoù a ra o reuz er mare-mañ ez eo bet graet hor soñj ganeomp cheñch tra-pe-dra evit ar bloavezh 2020. Kollet vo tro-dro 14 000 euros, da lâret 60% gounidoù ar c'huzul skoazell.

An arc'hant-se a zo ret gant ar c'huzul skoazell evit lakaat ar skol da vont en-dro. Ma fell deoc'h reiñ ur skoazell e-pad ar mare diaes-se, aze emañ al liamm evit reiñ arc'hant d'ar skol.

Tro ho po da c’houzout hiroc’h diwezhatoc’h. Esperiñ a reomp e vo moaien da riboulat eno. Deuit da zañsal ganeomp e miz Here, gant plijadur !  Da c’hortoz, chomit er gêr, taolit pled ouzh ho yec’hed, ha yec’hed kerent ha mignoned.  

Ken ar wech all !

Kuzul skoazell skol Diwan Lannuon

> Arabat ankounac'haat : Gant ar c'huzul skoazell e vez dastummet paper journal !

An darvoudoù nullet pe daleet

Dastum hernaj – Ebrel 2020 : Klask a reomp gouzout hag-eñ e vije moaien d’ober se e diskar-amzer.  

Ar Redadeg – Mae 2020 : Tud ar Redadeg o deus graet o soñj daleañ an darvoud-mañ hag e lakaat e 2021. Er mod-se hon do un tamm muioc’h a amzer evit pleustriñ!  

Gouel an Hañv – 6 a viz Even 2020 : Graet eo o soñj gant tud Nevez Amzer. Nullet eo ar fest-noz neuze. N’eus forzh penaos ne vo ket moaien bodañ tud d’an deiz-se.  

Fest al Leger – 27 Even 2020 : Memestra evit ar fest-mañ. Dav ‘ vo gortoz 2021 evit ar c’hentañ tro ! Bez e vo ur fest-noz all da vare an distro skol.

Foar an traoù kozh Diwan – 12 Gouere 2020 : Daleañ an darvoud-mañ a rankomp ober. Pa ouezer ez eo darvoud pennañ arc’hantaouiñ mont en-dro hor skol ne c’hellomp ket soñjal he nullañ. Sevel ur foar vihan ne lavaran ket. E darempred emaomp tud Kêr Lannuon evit lakaat un deiziad all.

Fest-noz Pederneg – 12 Here 2020 : Dalc’het ‘ vo mod-pe-vod.
 

Gerioù-alc'hwez stag : koronaviruz    kuzul skoazell    arc'hant   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ