Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan plijidi > Distro war ar bloavezh-skol e Skol Diwan Louaneg
news_IMG_20191019_193712

Distro war ar bloavezh-skol e Skol Diwan Louaneg

Skol Diwan Louaneg

22/05/2020

Setu keloù eus ar skol a-raok ma vije achu ar bloavezh skol-mañ, a zo bet un tamm rouestlet.

 

Louaneg, d’ar 04/05/2020

Miz Gwengolo

Erwan Alexanian, assistant maternel

Stabil a-walc’h eo hon niver a skolidi : 33 int bremañ.

Laouen omp o kaout ur skoazeller-mamm nevez, Erwan Alexanian, a zo deuet e distro-skol gwengolo e-barzh ar skipailh pedagogel ha n’eo ket cheñchet a-hend-all.

 

 

Miz Du

 

nouveau préauKumun Louaneg zo deuet da vezañ perc’hennez war hon ti e miz du.
Mankout a rae dezhañ ur goudor evit disglaviñ ar vugale e-pad an (nebeud) devezhioù glav. Savet eo bet gant un nebeud tadigoù mil-vicher e-pad vakañsoù an Hollsent.

 

Miz Meurzh

Kan ar Bobl 2020 à CavanAr vugale o deus kemeret perzh, evel bep bloaz, e-barzh an abadenn Kan ar Bobl e Kawan. Eil priz ar c’helc’hiad 2 zo aet gant skolidi klasad Gael Le Roux (CE-CM) ha dibabet int bet evit an abadenn diwezhañ e Pondi.

 

 

Miz Ebrel

visioconférenceKendalc’het o deus ar vugale gant ar skol er gêr pa’z eo bet disklêriet ar c’henfinañ, a-drugarez d’an danvez pedagogel lakaet en linenn gant ar gelennerien war lec’hienn internet nevez-flamm ar skol, a zo deuet buan da vezañ ul lec’h a eskemmoù puilh.

 

 

 

A-benn – nebeud

Siwazh, gant an enkadenn yec’hed eo bet nulet meur a darvoud a-bouez-bras evit arc’hantaouiñ ar skol (predoù da gas en Trevoù, gwerzhañ louzaouenn an hañv, fest-noz Tregastell, ar Redadeg, Gouel an Hañv, …)
Setu deiziadur an darvoudoù o tont, ha lec’h e vijemp laouen o welet ac’hanoc’h.

02/08/2020    Marc’had al Laou   –  Perroz-Gireg
06/09/2020    Marc’had al Laou  –  Louaneg
24/10/2020    Fest Noz  –  An Trevoù

Voir nos prochaines manifestations

 

Da c’hortoz, ho sikour zo pouezusoc’h evit biskoazh evidomp.
Gallout a rit bremañ reiñ deomp en linenn ha kaout un digresk taolioù a 66% bopred.
A-drugarez d’ho skoazell e c’hell hon skol chom digoust ha kenderc’hel e brezhoneg gant e garg a servij publik.

♥ Faire un don !

 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ