Darempred

skol-diwan-pempoull__RLP9248

Skol Diwan Pempoull

Ur skol vihan eo skol Diwan Pempoull, war vord ar mor e Bro Ouelo, ha startijenn zo ganti !

E karter Plounez, a oa gwechall ur gumun, emañ ar skol kempennet brav ha plijus evit ar vugale. An eskemmoù gant skolioù all eo ar perzh dibar e skol Diwan Pempoull. Eskemmoù gant skolioù Diwan all, ha gant skolioù Calandreta eus Okitania ha Seaska eus Euskadi, ha n'int ket nemet eskemmoù dre lizher. Warlene e oa deut bugale Calandreta Gaillac en Okitania da welet skolidi Pempoull e-pad ur sizhunvezh. Bugale ar c'helc'hiad 2 a yelo betek Gaillac e-pad ur sizhunvezh er bloavezh skol-mañ.

Ijin zo ivez gant ar c'huzul skoazell abaoe an deroù. Marc'had kentañ an Nedeleg bet aozet a-viskoazh e Breizh a oa bet aozet ganto, pemp bloaz warn-ugent zo ! Ne vez ket lakaet a-walc'h war wel na pet gouel, abadenn, baleadenn zo bet ijinet gant Kuzulioù skoazell Diwan e Breizh evit kavout arc'hant evit mont en-dro ar skolioù. Betek gwelet kalzik kevredigezhioù o kemer skouer war kuzulioù skoazell Diwan evit dastum arc'hant ! Ur marc'had a vez aozet bep bloaz evit an eskemm pezhioù dilhad : "les puces des couturières". Warlene e oa deut ar ganerez Gwennyn da ziskouez he dilhad bet gwriet gant ar broder Pascal Jaouen. Deut e oa ar ganerez meur a wech da welet bugale skol Diwan Pempoull.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ