Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan naoned > Digor eo skol Diwan Orvez !
orvez_diwan_orvez_familhou_digoradur_5_genver_2026

Digor eo skol Diwan Orvez !

Ur skol nevez e brezhoneg e meurgêr Naoned !

Ur skol Diwan nevez a zo bet digoret d'al Lun 5 a viz Genver 2026 e Orvez, ur gumun vras stag ouzh mammgêr Naoned. Ar raktres-se a zo bet douget gant ur strollad tud a-youl vat dedennet gant ar c'helenn e brezhoneg dre soubidigezh ha gant familhoù bet plijet gant raktres an divyezhegezh abred.

Abaoe 2019 ez eus bet klasket lec'hioù disheñvel evit ar raktres skol Diwan nevez e Bro-Naoned (e Kernitron-al-Lann pe e Gwinieg-Breizh), hag a-benn ar fin ez eus bet kavet ul lec'h gant skoazell Ti-Kêr Orvez : un ti-feurm kozh lec'hiet er 5, straed Landreau, bet implijet gwechall evel ur vagouri. D'ar 27 a viz Meurzh 2025 e oa bet sinet ur feurm emfiteotek evit 35 bloaz etre ar gumun ha Diwan Orvez neuze, evit ma c'hello ar skol en em staliañ en ur mod stabil ha padus.

A-drugarez familhoù ha tud a-youl vat empleget davat d’ar raktres eo bet kaset labourioù evit kempenn al lec'h ha krouiñ ur skol suraet ha blot evit degemer ar vugale hag ar skipailh pedagogel. Ar pal eo plantañ brezhoneg en ul lec'h ma n'eus skol Diwan pe divyezhek ebet c'hoazh, daoust d'ar c'hoantoù.

E 2025/2026 e vez degemeret bugale skol-vamm e-touez a re vihan-tout hag ar re-grenn, brezhonegerien pe get.

E 2025/2026 e vo degemeret ivez bugale skol-vamm e-touez a re vihan-tout hag ar re-vras, brezhonegerien pe get ha bugale gentañ derez e-touez a re CP brezhonegerien nemetken.

Trugarez d'an holl o doa kemeret — ha d'ar re a gemero — perzh er raktres !

Enskrivadurioù az a a-hed ar bloavezh. Ma'z oc'h dedennet evit lakaat ho pugel pe ma anavezit tud hag a c'hellfe bezañ, deuit e darempred ganeomp !
skol.orvez@diwan.bzh / 06 12 03 15 21

Skol Diwan Orvez e miz Genver 2026.

Sinadur ar feurm emfiteotek evit 35 bloaz d'ar 27 a viz Meurzh 2025 etre kumun orvez ha Diwan Orvez.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ