Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan naoned > Galv da vanifestiñ evit skol Diwan Sant-Ervlan
skol-sant-ervlan__RLP2814

Galv da vanifestiñ evit skol Diwan Sant-Ervlan

21/09/2020

Lire cet article en français

E miz Gwengolo 2016 e oa bet digoret skol Diwan Sant-Ervlan gant 16 skoliad er skol-vamm. 41 skoliad zo bremañ er skol hag en o zouez 15 er c’hentañ derez.

Evit doujañ d’ar "c’henemglev war ar c’hevratañ" sinet etre Diwan ha rektored akademiezh Naoned ha Roazhon e miz Kerzu 2014, e tlefe ar skol bezañ bet kevratet gant an Deskadurezh Stad, goude 2 vloaz, e lec’h 5 bloaz.

William Marois avat, rektor akademiezh Naoned a nac’h bep taol doujañ d’an destenn en deus sinet koulskoude. Nac’het eo bet ar c’hevratañ 3 gwech dija, d’an distro-skol 2018, 2019 ha 2020. Daoust d’un niver a vugale mat. Daoust da savadurioù skol a zere. Daoust da barregezhioù micherel ha diplomoù ar skolaerien.

E akademiezh Naoned, ne zalc’h ket ar Stad d’e bromesaoù tra ma ra kement-mañ e akademiezh Roazhon. Kiriek eo penn-da-benn rektorelezh akademiezh Naoned ha se a zegas diaezamantoù arc’hant evit ar skol yaouank-mañ hag evit ar rouedad a-bezh. En em ziskargañ a ra akademiezh Naoned eus se ha rankout a ra Diwan kemer e karg holl zispignoù mont en-dro ar skol tra ma tlefe ar Stad kemer e karg goproù ar skolaerien ha ma tlefe kumun Sant-Ervlan reiñ ar skodenn skol evit ar skolidi.

Neuze e c’halv Diwan an holl d’en em vodañ dirak rektordi Naoned, d’ar Merc’her 23 a viz Gwengolo da 5 eur. Poent eo difaziañ an direizhded-mañ.

Justis evit Diwan ! Justis evit ar brezhoneg !

Gerioù-alc'hwez stag : manifestadeg    kevratelañ   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Loc’hañ Tomaz Andre war ar Mini Transat gant e vag Diwan.bzh

Disul e loc’ho kuit Tomaz war ar Mini Transat gant e vag Diwan.bzh ! Etrezek La Palma da gentañ ha da c’houde war-zu ar Gwadeloup.

Un distro 2023 gant an niver a vugale stabil

Tra m’emañ an niver a skolidi o tigreskiñ e akademiezh Roazhon e chom an niver a vugale stabil er rouedad Diwan d’an distro-skol...

Lid bag Tomaz André gant Diwan

D'ar Sul 27 a viz Eost e vo badeziet bag Tomaz André gant he livioù nevez, re Diwan evel-just !

An holl bennadoù war an tem-mañ