Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan kemper > Ur c'houskva nevez evit skolaj Diwan Kemper !
kouskva-kemper-2024_Image1

Ur c'houskva nevez evit skolaj Diwan Kemper !

Skolaj Diwan Kemper

23/02/2024

Ur c'h/Kengo a zo bet krouet evit arc’hantaouiñ ul lodenn eus ar sammad hon eus ezhomm evit gallout digeriñ ar greizenn.

Hor pal eo krouiñ ur greizenn brezhoneg a vodo enni :

  • Ul lec'h lojañ, dreist-holl evit skolajidi skolaj Diwan Jakez Riou

  • Ul lec'h stummañ e brezhoneg

  • Ul lec'h degemer obererezhioù e brezhoneg evit ar re yaouank (mikro magourioù)

  • Ul lec'h sevenadurel evit degemer brezhonegerien ha deskidi

  • Burevioù evit degemer kalz a gevredigezhioù stag ouzh ar brezhoneg

Trugarez da gemer perzh ma c'hellit (gallout 'ra bezañ tennet 66% diwar o dailhoù).

Ar raktres

D'ar Yaou 15 a viz C'hwevrer 'oa bet votet gant kuzul kumuniezh Kemper Breizh izel (a unvouezh !) evit reiñ savadur Ti ar Brug (EHPAD kozh) d'ar gevredigezh Kroashent Kerne. An antronoz 'oa bet kinniget al lec'h d'ar gazetennerien ha deuet 'oa Isabelle Assih evit diskouez he souten d'ar raktres.

E-touez raktresoù kaer Kroashent Kerne e kaver hunva ar skolaj. Dibaoe 20 vloaz emaomp o klask ul lec'h tost eus ar skolaj evit lojañ an diabarzhidi ! Ur bern tud, ezel eus ar c’huzul merañ, o deus labouret forzh pegement evit kavout un diskoulm. Gallout a raimp, a-benn ar fin, degemer kalz gwelloc’h an diabarzhidi ha pouezañ da vat war talvoudegezh an hunva e raktres soubidigezh Diwan.

Kerkent ma c’hellimp ‘vo dilojet an hunva, pa vo renket ar redioù melestradurezh, da lâret eo tro-dro fin miz Ebrel moarvat.

Setu al liamm war-zu blog ar skolaj (Fotoioù eus ar savadur hag ar c’hambreier, pennadoù kazetenn…)

http://jakezriou.com/2024/02/kroashent-kerne-war-wel.html

 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ