Darempred

kemperle_kemperle-1

Skol Diwan Kemperle

Milionoù a vugale dre ar bed a zo divyezhek. Perak ket ho hini e Kemperle? Marteze ne anavezit ket hor skol. Pedet oc’h gant ar skipailh pedagogel, ar vugale ha familhoù ar skol da zont da weladenniñ anezhi. Deuit e fin an endervezh d’al Lun, Meurzh ha Yaou, pe d’ar Gwener goude 5e. Ur skol kevredigezhel eo, digoust, brezhonek, lik ha digor d’an holl.
55 bugel a zo e skol Diwan Kemperle. Aozet eo ar skipailh evit gellet heuliañ pep bugel a-dost.
  • Evit predoù merenn ez eus ur c’hañtin, liammet gant kegin kreiz Kemperle.
  • Digor eo an diwallerezh adalek 7e30 vintin ha betek 7e noz.
  • Degemeret e vez ar vugale adalek 2 vloaz er skol-vamm, e penn-kentañ koulz hag e-kerzh ar bloaz, a-hed an devezh pe a hanter-zevezhioù.
  • Ur servij transportoù a vez kinniget evit ar vugale o tont eus ar c’humunioù tro-dro Kemperle

Taol Kurun, un événement Diwan Kemperle

"Taol Kurun", ur festival a ra berzh bras e miz Genver bep bloaz a vez aozet gant Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle hag ar Gevredigezh Deskadurezh Pobl (KDP), ar festival nemetañ aozet tro-dro d'ur skol Diwan. Amañ eo pouezus an eskemmoù etre ar rummadoù oad. Brudet eo skol Diwan Kemperle evit lakaat war wel konterien, kanerien ha sonerien ar vro.

Ar vugale a labour gant kanerien evel Anne-Marie Colomer a zeu ingal da welet ar vugale. Labouret e vez kalz war ar rimadelloù hag ar c'han. Dre se e ya alies bugale ar skol da genstrivadeg Kan ar Bobl. Kaierigoù CD gant tonioù eus ar vro zo bet embannet gant ar C'homite Skoazell. Bep tri bloaz e ya bugale ar skol da Okitania ivez da eskemm gant tud arallvro ha se abaoe pell zo.

Dalc'husted ha startijenn o doa ranket kaout tud Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle e penn kentañ. N'eo ket bet disoñjet penaos ne oa ket bet faotet d'ur skol bublik e Kemperle e 1994 e yafe bugale Diwan da zebriñ asambles gant bugale o skol. Cheñchet eo bremañ hag aet eo an traoù war an tu mat. Skolioù publik ha laik eo ar skolioù Diwan. Ar vugale a zeu eus pell amañ, war-dro an hanter eus Kemperle. Div linenn kirri-boutin zo, unan o tont eus Rieg, an hini all eus Gwelegouarc'h, hag alese e teu bugale eus ar Faoued zoken.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ