Darempred

skol-diwan-kastellin__RLP1907

Skol Diwan Kastellin

Ur skol vihan eo skol Diwan Kastellin ha lec'hiet brav e kreiz-kêr Kastellin. Seitek bloaz eo bremañ. Kaer ha nevez-flamm eo ar skol. Prenet e oa bet gant Kevredigezh an Deskadurezh Pobl hag an holl familhoù a oa en em lakaet asambles da reneveziñ an ti ! Ha deut eo brav ganto ! Dre ma oa dibosupl kavout ul lec’h skol perc’hennet gant an ti-kêr e Kastellin e oa bet soñjet e oa ret prenañ siwazh. Dre se e vez aozet kalzik abadennoù ha gouelioù gant Kuzul Skoazell ar skol. Kêr Gastellin, morgousket a vez lavaret, a grog da zihuniñ gant an holl abadennoù-se, pezh n'eo ket evit displijout d'an ti-kêr sur a-walc'h en deus darempredoù gwelloc'h-gwellañ gant ar skol. Artizanelezh ar vro a vez lakaet war wel, gant ur marc'had a ra berzh bras er vro ha pelloc'h da vare an Nedeleg. Kroget eo ivez tud ar vugale da vrudañ "Kastell Liorzh", ur marc'had plantennoù eus ar re vravañ. Just a-walc'h, ar vugale a ra broderezh, artizanerezh ar vro ha war-dro ur jardin ivez, gant tud eus ar vro.
Gerioù-alc'hwez stag : Kastellin   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ