Darempred

skol-diwan-gwitalmeze__RLP1838

Skol Diwan Gwitalmeze

An hini goshañ eo skol Diwan Gwitalmeze ! Daou-ugent vloaz zo, e 1977, e oa bet digoret ar skol Diwan kentañ e Lambaol-Gwitalmeze. Meur a wech ez eus bet dilojamant. E Porsall e oa bet ar skol ivez. Met skol Gwitalmeze a chomo atav an hini gentañ er bed a-bezh o vezañ kinniget deskadurezh e brezhoneg dre soubidigezh ! Bremañ emañ e-kreiz bourc'h Gwitalmeze. Laouen eo ar skipailh da vezañ asambles gant ar skolioù all, ha tost da gevredigezhioù a bep seurt evit mont war droad er-maez eus ar skol. Pezh zo mat kar emañ ar skol o vont muioc'h-mui davet kevredigezhioù tud nammet, ti ar re gozh hag all. Mont war-zu an dud ha bezañ anavezet muioc'h c'hoazh. Klask reiñ talvoudegezh d'ar pezh a vez desket evit mont en diavaez eus ar skol, lakaat labour ar vugale war wel, ha kas ar brezhoneg e pep lec'h, setu palioù skipailh skol Diwan Gwitalmeze. Hep ankouaat e vez darempredoù gant ar greizenn vageal abaoe pell. E Miz Mae 2017 e oa bet lidet gouel daou-ugent vloaz ar skol war an ton bras. E Gwitalmeze, lec'h ar skol bremañ hag e Lambaol-Gwitalmeze lec'h ma oa bet da gentañ penn.

Gerioù-alc'hwez stag : Gwitalmeze   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ