Darempred

skolaj_Skolaj_Diwan_Gwiseni_Klas_5vet

Skolaj Diwan Gwiseni

​N'eus skolaj all ebet neblec'h e Breizh a vefe ken tost d'ar mor.
Dont a ra ar mor tost betek ar sal-debriñ. Emañ ar skolaj en un ouf war an aod e Gwiseni. «Skol an aod» e oa gwechall, ur skolaj prevez. Emañ Skolaj Diwan Gwiseni amañ abaoe dek vloaz bremañ goude bezañ bet e-pad tri bloaz e Treglonoù. Stag eo ouzh Skolaj Diwan ar Releg. Kant pevarzek skolajiad zo ar bloaz-mañ. Plas zo evit brasaat. Hag a-benn daou vloaz bennak e vo ur savadur nevez hag ur c'houskva war al lec'h. Evit ar mare e vez lojet ar skolajidi evit an hanter e Ploueskad hag an hanter all e Plougerne. Kalz a c'hoariva a vez graet er skolaj ha filmoù berr ivez. Kan a vez ivez ha meur a wezh ez eus bet skolajidi o vont da Gan ar Bobl, evit gounit evel-just... Amañ e Gwiseni e vez kalzik a vrezhonegerien tro-dro. Plijus eo evit eskemm gant tud ar vro Bagan. Eskemmoù a vez gant tud arallvro ivez evel Euskariz pe Alamaned. Evel e Skolaj Diwan Kemper eo echu gant an notennoù amañ. Tennet e vez kont eus barregezhioù ar skolajidi kentoc'h. Kig-ha-fars a vez graet gant ar c'huzul skoazell bep miz Genver.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ