Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > Skolaj-Lise Diwan Gwened
Skolaj-lise_422353441_892356779563060_5424823194998020485_n

Skolaj-Lise Diwan Gwened

Staliet eo ar Skolaj-Lise straed Montaigne e Gwened. E 2020 eo bet lidet e 20 vlez !

Degemeret e vez 190 skolajiad-lisead a-barzh 10 klasad, 155 dibarzhiad en o-zouez.

E 2020 eo bet digoret ar Lise get ar live 2vet. Dont a ra da a greñvaat rouedad an eil derez. Ur chañs e vo evit leun a skolidi da studiiñ tostoc'h ag an ti betek ar bachelouriezh. Ar liseidi gentañ o deus tapet o diplom bak e 2023 !

Leun a raktresoù a vez kemeret e karg get ur skipailh pedagogel menet.

Trede skolaj Diwan (TSD), ar c'huzul-skoazell, a zo e bal aoziñ raktresoù hag arc'hantaouiñ diorren ar skolaj. An Houlenn, kevredigezh ar liseidi, ha KSD, kevredigezh ar skolajidi, a gemer perzh ivez o sevel raktresoù evit buheziñ ar skolaj-lise.

Titouroù ouzhpenn war ar skolaj-lise gant ar liamm-mañ : https://view.genially.com/65df3208f625f20014c426a4/presentation-kinnig-skolaj-lise-diwan-ar-mor-bihan

Gerioù-alc'hwez stag : Gwened    Mor-bihan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ