Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > Raktresoù liammet gant ar C'Hoarioù Paralimpek e skolaj Gwened
prezegenn_IMG_20231120_142742

Raktresoù liammet gant ar C'Hoarioù Paralimpek e skolaj Gwened

Skolaj-lise Diwan Gwened

26/01/2024

Er skolaj-lise, ar bloaz-mañ e vo aozet raktresoù liammet gant ar C'Hoarioù Paralimpek, ag a vo dalc'het e-pad an hañv. Un doare eo da gizidikaat ar skolajidi hag ar liseidi gant an ampech hag ar sport.

An 20 a viz Du 2023, Nicolas GOULVEN, sportour, ha Tristan LE BELLER, kampion ar bed div wech e mell-droad gant kadorioù-ruilh ha tennet e vo ar flamm olimpek gantañ e Paris pa vo kroget ar c'hoarioù paralimpek, zo deuet da eskemm gant ar 4idi, 3idi hag ar liseidi diwar-benn o raktresoù kaset evit ar vugale empechet.

Ar Gwener 2 a viz C'Hwevrer o deus dizoloet ar 4idi ar sport e mod empechet gant atalieroù sport gant komite handisport Gregam. Eskemmet o deus gant Yanis AR BERR, Marie hag ur stajiad STAPS diwar-benn an diforc'hioù. Goude o deus aeset ar basket kadoer ha sport gant un den tener e welet. Dedennus ha plijus e oa an enderviad !

Un nebeut pennadoù diwar-benn ar raktres paralimpek : https://www.ouest-france.fr/sante/handicaps/pratiquer-du-sport-en-situation-de-handicap-un-college-vannetais-sempare-du-sujet-c5fcb498-c4f4-11ee-9c4f-9be0695f50c2 ha https://www.radiobreizh.bzh/episode/61049?fbclid=IwAR1j8gAmjGaXO17fBzK9yzr9DueGGww9qUXAJlpC0HDHdZW4oQCivmJTB7Q

Gerioù-alc'hwez stag : sport    handisport    paralympique   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

An holl bennadoù war an tem-mañ