Darempred

skol_analre2
©Ronan Le Pennec

Skol Diwan an Alre

86 krouadur a Bro An Alre a vez degemeret er skol. En pemp c’hlas lieslive eo skoliataet ar vugale. Abaoe un nebeut bloavezhioù eo bet kreñvaet ar brezhoneg e skol Diwan an Alre. Ur sell disheñvel zo evit ar bedagogiezh ivez. An hentenn Montessori zo bet degaset er skol. Divizet o deus ar gelennerien bezañ stummet evit gellet implijout an hentenn-se. E penn kentañ e veze implijet an hentenn er skol-vamm nemetken. Bremañ e vez implijet elfennoù diwar Montessori met ivez diwar Freinet er c'hentañ derez lec'h ma vez pouezet war emrenerezh ar vugale.  Doujet e vez muioc'h da bersonelezh pep bugel ha kemeret e vez ivez kalz amzer evit kaozeal gant tud ar vugale a c'hell lavaret o soñj ivez. Ar saozneg a vez degaset ivez d'ar vugale a c'houde ma'z int bihan. 

 

 

Gant ar c'huzul skoazell e vez aozet ur sonadeg bep bloaz pe bep eil bloaz. Div wezh ar bloaz e vez foar al laou, hag un dra n'eus ket lec'h all eo ar familhoù a werzh dilhad dirak ar skol, ar pezh a laka ar skol ivez da vezañ gwelet gant tud ar gumun. Fier eo skol Diwan an Alre da gaout Kevrenn Alre da vaeronez. Dont a ra da seniñ evito bewech ma vez ar Redadeg. An diwallerezh hag ar c'hantin a vez graet war-dro gant an ti-kêr ha feurmet e vez savadurioù ar skol d'an ti-kêr.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ