Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > Skignadenn teulfilm "Ni gomzay yezh hor glad !"
Teulfilm_Media_2

Skignadenn teulfilm "Ni gomzay yezh hor glad !"

28/11/2024

E 2023-2024 eo bet kaset gant liseidi ar skolaj-lise ur labour tro-ha-tro d'ar glad dizanvezel gant Golfe du Morbihan - Vannes Agglomération, Ti Ar Vro - Emglev Bro Gwened ha kevredigezh Paysages de Mégalithes. Gweladennet o deus lec'hioù meurvaenel e Bono hag enez Arz. Ur c'hoñkour helavar zo bet dalc'het e miz Even 2024 gant ar pal : lakaat da anaviñ ar glad 'zo tro-dro ha lakaat war-wel ar brezhoneg. An darvoudoù-se zo bet filmet gant skipailh Kub.
 
Da-goulz miziad an teulfilm eo bet skignet teulfilm "Ni gomzay yezh hor glad !", diwar-benn labour ar liseidi, d'ar Merc'her 27 a viz Du er skolaj-lise. Da-heul ar skignadenn eo bet kinniget ur prantad eskemm. Un noziad dedennus ha plijus e oa.
 
Kevelerezh / En partenariat avec : KUB, Skolaj-Lise Diwan Gwened, Mégalithes de Carnac et des rives du Morbihan,
Paysages de Mégalithes, Golfe du Morbihan - Vannes Agglomération, Ti ar Vro Bro Gwened, Compagnie des Ports du Morbihan et Centre des Monuments Nationaux
Gerioù-alc'hwez stag : Teulfilm    documentaire   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ