Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > Devezh eskemm ar c'hevread
Devezh_eskemm_Devezh_eskemm_a_la_une

Devezh eskemm ar c'hevread

D'ar Sadorn 29 a viz Du 2025 e Gwened

28/10/2025

Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Da 9e30 e vo degemeret an dud ha da 10 eur e krogo gant ar programm a c'helloc'h kavout e traoñv ar bajenn e stumm pdf.

Aozet eo an devezh-mañ evidoc'h, merourien hag implijidi ar skolioù, tud a-youl vat, skolaerien ha familhoù.

Palioù an devezh a zo reiñ tro da bep hini da anavezout gwelloc'h Diwan ha da gejañ gant an holl re a ra Diwan war ar pemdez, c'hwi en o zouez !

Ouzhpenn keleier Diwan e vo kinniget deoc'h prantadoù kinnig hag eskemm war sujedoù pleustrek evit ambroug ac’hanoc’h , en o zouez :

- Diwan ur skol digoust : petra dalvez ?

- Roc'h Diwan : un ostilh evit skoazellañ ac'hanoc'h da gempenn ho ti-skol

- Karta an ASEMed : un diell diazez savet a-stroll evit ambroug ac'hanoc'h war ar pemdez

Profitañ a raimp ivez evit reiñ lañs da aozadur lid 50 vloaz Diwan : ur raktres da zougen a-stroll evit lidañ evel m'eo dleet un avañtur dreist-ordinal evit ar brezhoneg.

Kenweturit, deuit a-stroll ! Un diwallerezh a vo evit ar vugale ha profet eo pred kreisteiz gant ar C'hevread (Enskrivadur pred & diwallerezh a-raok ar 27/11).

Notennit an deiziad en ho teiziataer !

ENSKRIVADURIOÙ : Devezh eskemm Miz Du 2025

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Devezh eskemm    Echanges    fédération    Kevread   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ