Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > Marveilhomp hor gourmaenioù !
skritel_ter_Konkour_lokans_20240523_205441_0000

Marveilhomp hor gourmaenioù !

Skolaj-lise Diwan Gwened

10/04/2024

Dalc'het e vo ur genstrivadeg helavar er skolaj-lise Diwan ar Morbihan d'ar Merc'her 5 a viz Even da 6e noz. Ur raktres kaset gant ar liseidi e kenlabour gant Golfe du Morbihan - Vannes Agglomération, Ti ar Vro - Emglev Bro Gwened ha kevredigezh Paysages de Mégalithes eo. Ar liseidi zo aet da welet peulvennoù ar Bono hag Enez Arz e miz Ebrel. Pal ar genstrivadeg eo lakaat da anaviñ ar glad 'zo tro-dro ha lakaat war-wel ar brezhoneg.

Pedet eo tud ag an diavez da selaou ha da vouezhiñ evit ar brezegenn o deus kavet gwelloc'h. Bout vo ur c'huzul ag ar re fur e lec'h ma vo ur skiantour, ur c'helenner war ar brezhoneg, un arkeologer, dilennidi ha renerez Paysages de Mégalithes. Ar priziadennoù vo filmet gant KUB.

Evit kaout resisadurioù e c'hellit mont e darempred gant ar skolaj-lise ivez :

skolaj-lise.gwened@diwan.bzh

02 97 62 60 80

Gerioù-alc'hwez stag : concours    éloquence    glad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

An holl bennadoù war an tem-mañ