Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > 22/01/2024 : Degemer ar re CM1 ha CM2 e skolaj Gwened
Degemer_P1040577

22/01/2024 : Degemer ar re CM1 ha CM2 e skolaj Gwened

Skolaj-lise Diwan Gwened

24/01/2024

Skolidi CM1 ha CM2 skolioù Diwan hag un nebeut a skolioù divyezek zo deuet er skolaj-lise evit dizoloiñ ar lec'h, d'ar Lun 22 a viz Genver 2024.

Ar Lun, kemeret o deus perzh ar re CM1 da atalieroù a-bep seurt kinniget gant ar skipailh bedagogel hag ar gasourion.

Ar re CM2 zo chomet daou zevezh er skolaj ha neuze, dizoloet o deus ar c'houskva hag ar gerlennoù kinniget d'ar skolajidi goude ar c'hentellioù. Programm an devezhioù evit ar re CM2 : tournamant mell-dorn gant ar 6idi, atalieroù ha kentellioù a-bep seurt.

Gant an devezhioù-se e c'hell ar re CM eskemm gant ar skipailh ha 6idi ar skolaj. Plijadur zo bet ganto !

Gerioù-alc'hwez stag : CM    degemer    skolaj   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ