Ur skol stag ouzh he ziriad
Krouet eo bet ar skol e 1989. E-pad pell eo bet an hini nemeti a ginnige un deskadurezh e brezhoneg war ar ragenez. A vloaz da vloaz o deus un nebeud skipailhoù pedagogieh ha tud a youl vat degaset o lod evit diorren ar skol ha pinvidikaat ar raktres desavadurel.
Abaoe 2010, eo troet ar skol war-zu doareoù kelenn awenet gant an hentenn “Freinet”, evit reiñ plas d’ar c’hemer perzh, d’ar spered-krouiñ hag evit ma vefe ar skolidi en o bleud.
Ur raktres pedagogiezh kreizennet war zu ar bugel
E Skol Diwan Kraozon, ez eo diazezet an deskadurezh war meur a bennreolenn a lak ar vugale da gaout fiziañs ha da vezañ kurius :
- Klasoù lies-live e skol-vamm hag e skol kentañ-derez
- Deskiñ dre raktresoù
- Disheñvelidigezh
- Diorren an emrenerezh hag an atebegezh
- Kendeskadurezh ha kenlabour etre ar vugale
An doare-se a ro tu d’ar vugale da zeskiñ asambles, d’en em skoazellañ an eil egile ha da ziorren o barregezh.
Raktresoù evit deskiñ en un doare all
Buhez ar skol a zo leun a raktresoù a ro tro d’ar vugale da zeskiñ dre an ober :
- Skol el liorzh
- Raktres sonerezh : raktresoù tro-dro d’ar sonerezh hag an arz
- Skol er c’hoad
Ar raktresoù-se a lak ar vugale da vezañ atebek, kurius ha plijet o teskiñ.
Ur skol a vent mat
Hiziv an deiz e tegemer ar skol un ugent bennak a vugale, eus ar skol-vamm betek ar CM2.
3 c’helenner a ya da ober ar skipailh pedagogiezh, skoazellet gant 2 ASEM, evit heuliañ mat pep bugel.
Ur skol savet gant ar gerent : an AEP hag ar c’huzul skoazell
Evel e pep skol Diwan e za en dro ar skol ivez a-drugarez d’ar gerent a zo bodet er KDP (Kevredigezh Deskadurezh Poblek) hag er c’huzul-skoazell.
Ar c’hevredigezhioù-mañ, savet gant ar gerent ha tud a-youl vat, a aoz darvoudoù ha gouelioù evit sikour ar skol met ivez evit krouiñ liammoù etre ar familhoù hag ar vro.
E-touez darvoudoù skol Diwan Kraozon :
- Foar an traoù kozh – 8 a viz Meurzh 2026
- Tavarn ha krampouezh e Dineol – 4 a viz Ebrel 2026
- Marc’had artizanel ha sonadeg e chistrerezh Rozavern – 2 a viz Mae 2026
- Un darvoud fest bras o tont en hañv 2026








