Darempred

lokournan_fotoskolnevez_3

Skol Diwan Lokournan

War-dro un hanter-kant bennak a vugale zo rummet e-barzh tri c'hlasad.

Skol Diwan Lokournan zo bet digoret e 2008 ha dilojet he deus en ur savadur dereatoc'h e miz C'hwevrer 2023, d'an 8A straed Kerzouar. War-dro un hanter-kant bennak a vugale zo rummet e-barzh tri c'hlasad.

Kinniget e vez kentelioù bag-dre-lien da bugale ar c'hlasad CE2-CM e Porsall, ha d'ar re eus klasad RVr-CP-CE1 e vez kinniget kentelioù neuial e Lokournan. Buhezadennoù a vez ivez a-wezhoù er skol, evel p'eo deuet "Cap'tain Paillettes" da zeskiñ d'an holl penaos hoolahoopiñ... E brezhoneg evel just !

Dre ma 'z eo bihan ar skol hag ar c'hlasadoù e kaver un aergelc'h plijus etre ar vugale, hag en em galonekaat a reont etreze-o-unan evit mont e brezhoneg. A-drugarez d'an niver bihan a vugale dre glasad e c'hallont ivez bezañ anavezetoc'h gant an holl izili eus ar skipailh, ha kinniget e vez da bep hini ur skoliata a glot ganti pe gantañ.

Gant ar c'homite skoazell e vez aozet bep bloaz ur fest-noz, ur foar al laou, hag ur c'hermes, brudet er vro evit he flad rougailh-silzig.

Evel e skolioù all ar rouedad e vez aozet an dorioù digor daou sadorn-beurevezh ar bloaz etre 9e ha kreisteiz. Ha moaien zo dont da weladenniñ ar skol o lakaat emgav.

Goulennoù ? Deuit e darempred ganeomp :

  • Postel : contact@diwan-saint-renan.fr
  • Pgz : 02 98 89 03 59 / 06 75 16 66 72

Eurioù digeriñ ar skol :

D'al Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener :

• Kentelioù : 8e45-11e45 ha 13e30-16e30

• Diwallerezh : 7e00-8e35 diouzh beure ha 4e40-7e d'abardaez, da virout en a-raok.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

An holl bennadoù war an tem-mañ