Darempred

POULHAZAN_img20260112_18415770.pdf

Skol Diwan Kommanna

Ur skol war ar maez evit bugale Menez Are.

Ur skol war ar maez e Menez Are eo Skol Diwan Kommanna hag ar vugale a zeu eus un tammig e pep lec'h e Menez Are. Ken bras eo Skol Diwan Kommanna, gant war-dro 65 skoliad enni, ha skol bublik unyezhek ar gumun. Emañ ar skol bublik o vont da zilojañ hag ar skol Diwan a gemero he flas, e kreiz ar vourc'h a-benn ur bloaz bennak, en ur skol nevesaet. 
Kalzik c'hoariva a vez graet gant ar skolidi e Kommanna. Ur raktres merañ diouzh ar gwellañ al lastez zo : digreskiñ, adaozañ, talvoudekaat anezho gant Kumuniezh kumunioù Bro Landivizio hag an embregerezh Cellaouate eus Montroulez. Atalieroù zo gouestlet da ziorren ar skolidi gant madelezh ha stabilded.

Tro Menez Are

Fromus eo gwelet pegen strollet eo an dud e Kommanna evit aozañ ur gouel ken bras ha Tro Menez Are. Petra 'vefe Breizh hep ar valeadenn-se bep bloaz ! Tregont vloaz e oa e miz Mae 2017. Fier eo ar vugale eus al labour a vez graet gant ar gerent  ar familhoù , gant ar gelennerien hag e kemeront perzh ivez. Dont a ra ar re gozh ivez da sikour. Ur c'huzul skoazell zo e Skol Diwan Kommanna, met ken bras eo Tro Menez Are m'eo deut da vezañ ur gevredigezh all distag a labour evit rastellat arc'hant evit ar skol. Tregont dre gant eus budjed ar skol a zeu eus ar gouel-se. 
www.tromenezare.bzh

 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ