Darempred

Gwenole_Biannig_2_569852905_25118875971039556_7353249638113215798_n

Kenavo Gwenole

27/10/2025

Gant tristidigezh ar vrasañ hon eus gouezet eo aet Gwenole Bihannig da Anaon.
Izili skipailh Skolaj Diwan Penn ar Bed a zo bet lakaet e kañv, ha dezho eo e fell deomp reiñ ar gaoz e koun Gwenole hag ezteurel hor from er blegenn boanius-mañ. Kavit eta, amañ dindan al lizher kaset ganto evit an obidoù.
Skipailh ha Kuzul-merañ Diwan.
 
---
 
Ur gomz evit lavaret kenavo da Wenole
 
Gwall glac’haret eo hor c’halonoù, ha skodeget hor speredoù, o klevet ar c’heloù fallmañ. Trumm eo marvet Gwenole Bihannig. Kelenner brezhoneg hag arzoù kaer anezhañ, e Skolaj Diwan Ar Releg.
 
Evit meur a hini e oa ur c’heneil a-gozh. Er bloavezh 1991 e voe kontet e-touez tud skipailh ar skolaj. Estreget ur c’heneil e oa deuet da vezañ e berr amzer : ur mignon, ur c’hartost e familh Skolaj Diwan Penn-Ar-Bed.
 
Dalc’hmat war ar stern, kelenner entanet ma oa-eñ, e ouie kas e gentelioù ha plijout d’e skolajidi. Ouzhpenn daou vil anezho o do gwellaet o brezhoneg ha pleustret war an arzoù kaer a-drugarez dezhañ. Hemañ a ouie broudañ hag ambroug ar yaouankizoù, hilligañ o speredoù. A vloaz da vloaz eo bet gouest da gas e skolidi dre hentoù a bep seurt, ur gwir binvidigezh : troidigezh daou album Titeuf, livadurioù hed-a-hed mogerioù ar skolaj, lakaat skrivañ levrioù, krouiñ videoioù evit sonioù, kanaouennoù, pezhioù-c’hoari, kenstrivadegoù haiku ha barzhoniezh…
 
Paotr ar yezhoù anezhañ, paotr e eizh yezh pa vo lavaret mat. Ha dreist pep tra, ar brezhoneg, ma oa ken fonnus ha puilh e anaoudegezh anezhañ. Un teñzor ar brezhoneg a oa anezhañ, kar-e-yezh. Ha desket c’hwek war sevenadur Breizh. E lod en deus graet evit magañ hol lennegezh vrezhonek avat, gant troidigezhioù ha romantoù, studioù ha bannoù-treset.
 
Skrivañ, krouiñ, tresañ a vourre, dornet kaer ma oa. An heol splann hag an oabl digatar a blije dezhañ. Na pet gwech en deus kontet deomp pegen laouen e oa o welet Júlia o kreskiñ hag o vleuniañ, hag ar blijadur en doa o vont da Gatalonia gant Núria da welet o c’hrouadur o tont da vezañ dañserez a vicher !
 
Dreist-holl e plije d’e geneiled e fent lemm ha fin. Seder e oa an tamm anezhañ hag uvel daoust d’e ouiziegezh frank ha don.
 
« Te a vanko deomp, Gwenole. Vakañsoù laouen dit ! »
 
Skipailh skolajoù Penn-Ar-Bed
 
---
 
An obidoù a zo bet dalc'het e bro Katalonia d'ar Gwener 24 a viz Here 2025. Ul lid a vo aozet gant e familh diwezhatoc'h e Breizh.
 
---

Evit ar re o defe c'hoant skrivañ ur gerig d'ar familh : 

docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSeisZHUE1dBV5w13QQbqVF4tkhqYPAUKH3KkyHysMBAJyECUQ/viewform?usp=dialog​

Bodet e vo an holl gerigoù ha kaset da familh Gwenole. 

Skignañ ar pennad-mañ