Darempred

Degemer > Erruet-eo-an-deiziadur-diwan-2022
deiziadur-2022-banalegur_deiziadur-calendrier-diwan-2022-en-breton

Erruet eo an deiziadur Diwan 2022 !

Gwerzh

21/10/2021

Lire cet article en français

An deiziadur 2022 a zo bet krouet gant skol Diwan Banaleg diwar tem al "loened kuzhet e Breizh".

An avank-spagn, an avalaouer pe c'hoazh ar gwiñver... Dizoloit bep miz ul loen gouez eus Breizh, met ivez e roudenn, ur barzhoneg hag unan eus tresadennoù graet gant bugale ar skol.

Ar fotoioù kaer-mañ a zo bet savet gant Marcel Gloanec tro-dro da v/Banaleg.

Liammet eo tem an deiziadur gant danvezioù kelennet er skol : dizoleiñ ar bed, skiantoù ar vuhez ha doujañ ouzh an endro. Talvoudus ha dedennus e vo kenkoulz evit ar skolidi hag ar skolaerien.

Prenañ an deiziadur

  • Kit e darempred gant ar skol tostañ ouzoc'h
  • Pe skrivit d'an den e karg eus ar raktres, Mark Le Boité gant ar chomlec'h deiziadur2022[at]diwan.bzh

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ