Darempred

Degemer > Emvod-meur-rouedad-diwan-dan-13-a-viz-ebrel-e-planvour
kendalch2023-kendalch-congres-congres-plijidi_340768577_242369054965360_8359399160087791553_n

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Roll labour

29/03/2024

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Holl izili ar gevredigezh Diwan a zo pedet da gemer perzh ennañ : kerent, tud a-youl vat, skolaerien·ezed, gopridi·adezed, profourien·ezed…

Diwallerezh evit ar vugale war al lec'h

 

Roll labour

10e : Degemer

10e15 : Emvod meur

10e15 - 11e : Danevell hollek 2023

11e - 12e : Danevell arc'hant ha kinnig komiserez ar c'hontoù

12e - 12e45 : Danevell obererezh 2023

12e45 - 1e45 : Pred (10€/tud deuet - digoust evit ar vugale)

2e : Stalioù labour

  • Statudoù, reolennaouegoù, kevrat ar rouedad, raktres kevredigezhel, mont en-dro Diwan, peseurt cheñchamantoù a vo ret ober ? Kambr rannvroel ar c'hontoù he doa graet un enklask diwar-benn rouedad Diwan e-kerzh nevezamzer 2023. Homañ he doa savet meur a evezhiadenn ha meur a ali a-zivout statudoù ha reolennaoueg diabarzh ar rouedad peurgetket. An atalier-mañ eo e bal kregiñ da cheñch ar statudoù.

  • E-kreiz ar respet, pelec’h omp erruet gant mennad ar c’hendalc’h d’ar 16 a viz Ebrel 2023 ? Pal an atalier-mañ eo ober bilañs an oberoù zo bet kaset da benn hag a chom da vezañ kaset da benn. An harzoù a bep seurt a c'hello bezañ bikenet. An atalier-mañ a vo un digarez da brientiñ ahelioù ar mennad a zeu o lakaat evezhiadennoù kambr rannvroel ar c’hontoù ennañ, gant palioù berrbad ha sifret.

  • Ouzhpenn d'ar forfed skol, petra eo talvoudegezh lezenn Molac ? Lezenn an 21 a viz Mae 2021, a-zivout gwarez glad ar yezhoù rannvroel ha brudañ anezho, a zegas diarbennoù evit gwareziñ ha brudañ ar yezhoù rannvroel war 3 zachenn : ar glad, ar c'helenn hag ar servijoù publik. Gouzout mat a ouzomp mellad a sell ouzh ar forfed skol met petra a zegas al lezenn ouzhpenn d'an dra-se ? An atalier-se a roio tro da anavezout ar stignadoù all a c’haller implijout.

4e : Rentañ kont an atalieroù

5e : Degemer an dilennidi·adezed

6e : Distro skiant-prenet Tomaz André : Tomaz André en doa kemeret perzh er Mini Transat ar goañv paseet. Fellout a rae dezhañ lakaat ar brezhoneg ha Diwan war-wel. Da geñver an darvoud-se e vo pedet ar vesened engouestlet en oberiadenn ha Tomaz a roio da c’houzout deomp e avantur gant e testeni, skeudennoù ha filmoù.

7e : Riboul

 

Enskrivadurioù el liamm amañ

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

Assemblée générale d’Eskolim : Yann Uguen, président de Diwan, élu président d’Eskolim

La Fédération Eskolim* des six réseaux d’enseignement en immersion a tenu son Assemblée générale annuelle ce samedi 16 mars...

An holl bennadoù war an tem-mañ