Darempred

Degemer > Emdroadur-stad-an-archant-er-rouedad-diwan
2024-09-05__IMG-20240905-WA0001

Emdroadur stad an arc’hant er rouedad Diwan

Kemennadenn gelaouiñ

18/10/2024

  1. Goude bezañ tizhet ur stad fall e-keñver an arc’hant emañ ar rouedad  Diwan oc’h ober ar poent
  2. Gant sikour ar strollegezhioù lec’hel, profourien mui skolioù ar rouedad e vo gwelet sklaeroc’h betek trimiziad kentañ 2025.  
  3. Boulc’het eo dija al labour war budjed 2025 a vo diaes da sevel abalamour da gresk ar c’hargoù e-kerzh ar bloavezhioù tremenet.


War-lerc’h bezañ kaset bet keleier deoc’h e miz Gwengolo e-keñver stad an arc’hant, dre ma oa ezhomm bras a 500 000 € war verr dermen e ra ar rouedad Diwan ur poent war emdroadur an traoù.

Un nebeud strollegezhioù o deus embannet reiñ ur skoazell dreistordinal d’ar rouedad. Ar Rannvro Breizh da gentañ (200 000 €) ha departamantoù Penn-ar-Bed hag ar Mor-bihan (50 000 € pep hini) met kumunioù ivez : Gouenoù, Ploeneg, Gwened, an Oriant, Plouzane, Kemper…
Trugarekaat a reomp hor c’hevelerien feal evit o souten adembannet mui kengred ar c’humunioù.

Dipitet omp avat chom hep kaout souten digant Rannvro Broioù al Liger na ro netra evit ar brezhoneg betek-henn.

Saludiñ a reomp sikour bras ar brofourien·ezed, hiniennoù ha stalioù mui hor skolioù. Ganto ez eus bet gellet dastum 100 000 €.

A-drugarez d’ar skoazelloù-mañ ha prantadoù kas arc’hant kempoell hon eus ur sell mat war an arc’hant betek trimiziad kentañ 2025 hiviziken.

Trugarekaat a reomp ivez ar souten deuet eus un nebeud kevelerien, evel Div Yezh Breizh, Divaskell Breizh, Kelennomp, Kevre Breizh pe c’hoazh Kuzul sevenadurel Breizh, Unanet evit ar Brezhoneg.

Loc’het omp bremañ gant ar budjed 2025 ha ne vo ket simpl da sevel. Prederiet e vo war an doareoù da wellaat an traoù (espernoù, kreñvaat, liesseurtat hon danvez…) evit talañ ouzh kresk ar c’hargoù war ar bloavezhioù tremenet ha derc’hel war un dro hor c’hefridi a servij publik hag hor pennaennoù diazez.  

Evit a sell ouzh ar gevelerien publik istorel ma kendalc’homp da gejañ ganto ez eus peadra da vezañ nec’het-kenañ gant embannadurioù diwezhañ ar gouarnamant. En tu all da skouer Diwan, an dalc’h eo gouzout hag eñ eo ar strollegezhioù youlek ha gouest da ambroug obererien treuzkas ar yezhoù rannvro.   Ma n’int ket pe ma n’int ket gouest ken, n’eo ket Diwan ar gudenn met barregezhioù ober ar strollegezhioù war o folitikerezhioù dezho, dreist-holl war ar yezhoù rannvro, ar pezh a zegas ur preder brasoc’h war ar patrom digreizennañ.

Kenderc’hel a reomp da labourat evit ar brezhoneg gant raktresoù skol Orvez (44) ha Landreger (22) az a war-raok, evel ur raktres skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen. Emaomp e soñj ivez kenderc’hel da ziorren an hentennoù micher ha teknologiezh evit ma vo gellet d’ar muiañ niver mestroniañ ar brezhoneg ha stummañ brezhonegerien an dazont e holl dachennoù ar gevredigezh.

Trugarez ur wech ouzhpenn d’an holl re a stourm evit ar brezhoneg er prantad tenn-mañ  evit ma c’hello ar rouedad Diwan kenderc’hel da lakaat e pleustr e gefridioù a gelenn hag a dreuzkas ar brezhoneg.

Diwan buan-ha-buan

  • Ur gefridi a servij publik e kevelerezh gant ar strollegezhioù publik ; ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel ha rannvroel

  • Ur rouedad kevredigezhel e brezhoneg, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan a zo 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise war pemp departamant Breizh ennañ. 4014 skoliad·ez  skoliatet e Diwan d’an distro-skol 2023.

  • Dasparzhet emañ ar gopridi·adezed evel-henn :

  • 248 goprad·ez (217,6 ILA) kemeret e karg gant an Deskadurezh Stad (skolaerien·ezed, levraouegerien·ezed…)
  • 187 goprad·ez (155,4 ILA) kemeret e karg gant ar rouedad Diwan (skolaerien·ezed, koskor ar  skol-lojañ, koskor mererezh, sternerez)
  • 180 goprad·ez implijet gant ar skolioù kentañ derez hag eil derez, 93 e kevrat sikouret en o zouez.
  • Skolioù e kevrat gant an Deskadurezh Stad ;

  • Skolioù o heuliañ ar programmoù ofisiel ;
  • Skolidi ur skoliataerezh dezho heñvel hag ar skolidi all, o tremen an hevelep arnodennoù hag o kemer perzh en hevelep priziadennoù.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg an Erminig Helavar 2024

A drugarez d’ur profour eus Bro Kanada e oa bet aozet gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened, ur...

Embarquez avec Thomas André et Diwan sur la mini-transat

Découvrez en repaly le documentaire "Tomaz, Frankiz hag ar mor bras" de Ronan Hirrien

An holl bennadoù war an tem-mañ