Darempred

Degemer > Ober-ur-prof-archant-doare-all-da-baean

Ober ur prof arc’hant

Implijout un doare all da baeañ

Lire cet article en français

Gouzout a rit hon eus ezhomm ac’hanoc’h evit derc’hel da vont war-raok hag evit kas d’ar rummadoù nevez ar yezh hag ar sevenadur brezhonek. Ha c’hoant ho peus d’ober ur prof da zDiwan.

Ar prof reoliek dre dreuzvankañ zo un dra aes. N’eus ket a vizoù nag a zifraeoù bank. Mont a reoc’h war ar bajenn Ober ur prof, heuliañ a reoc'h an argerzhadur ha kas e reoc’h deomp an aotreadur klokaet ha ho taveennoù-bank (RIB) dre vail pe en ur golo-lizher.

N’eo ket graet da vat ha da viken : forzh pevare e c’hallit cheñch ar sammad tennet pe lakaat harp d’an treuzvankañ en ur bellgomz pe skrivañ deomp. Un doare efedus eo: Diwan a c’hall fiziout war ho prof ha raktresañ aesoc’h a-se e vont-en-dro ha kenderc’hel da greskiñ.

Ma’z eo gwelloc’h ganeoc’h ober ur prof hepken pe ur wech dre vare e c’hallit ivez implij ar memes doare en ur vont war ar bajenn Ober ur prof pe en ober dre chekenn, kaset da : Diwan, ZA Sant-Ernel, BP 147, 29411 Landerne Cedex. Hag ho pet soñj da skrivañ ho taveennoù !

Forzh pe zoare a zibaboc’h e resevoc’h ur guitañs tailhoù evit gellout disteurel diwar ho tailhoù 66 % eus ar sammad, gant ma chomo dindan 20 % eus ho kopr telladus. Dre-se ne gousto deoc’h ur road a 50 € nemet 17 €. (mellad 200 eus Kod hollek an tailhoù).

TAOLIT EVEZH !

Ar brofourien a roio d’ar gevredigezh Diwan, pe d’ur skol war-eeun, 180 euro ar bloaz pe ouzhpenn hag abaoe bloaz da nebeutañ a c’hallo bezañ ezel eus ar gevredigezh. Trawalc’h e vo sevel ar goulenn dre lizher pe dre bostel. Heñveldra evit kaout an danevell obererezh a-benn ar c’hendalc’h. Abaoe 2016 e vez dalc’het daou sez merour evit ar brofourien. Evit kemer perzh er c’hendalc’h pe/hag en em ginnig evit ar c’huzul merañ ho peus da lakaat hoc’h anv a-raok ar 1 a viz Kerzu dre bostel pe dre lizh da Diwan, BP 147 29411 Landerne Cedex (titouroù : 02 98 21 33 69).

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : prof   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ