Darempred

Degemer > Diwan-familles-nombreuses-familles-heureuses-
kouskva-kemper-2024_Image1

Diwan : familhoù niverus, familhoù eürus !

Prizioù bod ha boued 2025-2026

23/06/2025

A-viskoazh e fell da zDiwan treuzkas ar brezhoneg e kement degouezh ar vuhez. Mont a reomp pelloc'h eget ar salioù klas evit ober kement-mañ. Er skolajoù hag el liseoù Diwan eo a-bouez bras ar prantadoù tro-skol hag ar c'houskva : beilhadegoù, predoù, darvoudoù, nozvezhioù gant mignon·ezed... Da geñver an degouezhioù-se e c'heller ober eus ar brezhoneg yezh ar vuhez pemdez evit kreñvaat ar soubidigezh hag al liamm gant ar yezh.

 

Ar fakturennoù evit ar bod ha boued e Diwan a glot gant ar vuhez-se, ret evit kas da benn hor raktres dre soubidigezh.

Setu ar pezh az a d'ober ar fakturennoù-mañ :

  • ar bod ha kempenn ar savadurioù,
  • ar boued (dijuniñ, lein, merenn-vihan, lein),
  • ar skipailhoù evit ar c'hempenn hag evit servij ar predoù,
  • buheziñ e diavaez ar prantadoù klask ha beilhadegoù,
  • ar skipailh buhez-skol a vez oc'h ambroug ar re yaouank war ar pemdez.

 

Emskiant omp ez eo ur striv evit ar familhoù, muioc'h c'hoazh evit ar re meur a vugel ganto en eil derez e Diwan. Setu perak hon eus divizet adwelet ar prizioù evit an distro-skol 2025-2026 :

  • - 20 % digresk pa vez daou vugel enskrivet en eil derez e Diwan (skolaj ha/pe lise)
  • - 25 % digresk pa vez tri bugel enskrivet en eil derez e Diwan

 

An digresk-se a dalvezo evit pep bugel, evit ar frejoù bod ha boued.

 

Un diviz kreñv an hini eo, gant ar pal aesaat degemer ar brasañ niver en hon hentenn kelenn e brezhoneg dre soubidigezh, ha war ar memes tro gellet kenderc'hel da zegemer ar re yaouank deus ar gwellañ hag ambroug anezho er vuhez e diavaez ar prantadoù klas.

 

Trugarekaat a reomp ac'hanoc'h a-greiz kalon evit ar fiziañs ho peus e Diwan hag evit hoc'h engouestl er raktres-stroll-mañ evit treuzkas ar brezhoneg.

 

Evit gouzout hiroc'h ha dre ar munud ar mod ma vo jedet ar frejoù en distro-skol e c'hellit mont e darempred gant skolaj pe lise ho pugel.

 

Gerioù-alc'hwez stag : kouskva    tarif    famille   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

Hetoù 2026

Kregiñ a ra 2026 gant ur c'heloù deus ar c'hentañ evit Diwan hag hor yezh : digoradur Skol Diwan Orvez ! Bremañ ez eus 48 skol,...

An holl bennadoù war an tem-mañ