Darempred

Degemer > Dindan-gevrat-gant-an-deskadurezh-stad
skol-diwan-brest1__RLP2488

"Dindan gevrat gant an Deskadurezh Stad", petra dalv ?

Lire cet article en français

Goude daou vloavezh emañ ar skolioù nevez lakaet dindan gevrat gant an Deskadurezh Stad. Adalek an ampoent-mañ eo kemeret e karg gopr ar skolaer·ez gant an Deskadurezh Stad ha n’eo ket mui en un doare kengret gant ar rouedad. An heuliad pennañ eo eus ar « gevrat kevredigezhel e servij publik deskiñ » evel ma vez skrivet e kodoù an deskadurezh.

Evit gwir, kerkent ha bet krouet ur skol Diwan e vez heuliet programmoù ofisiel an Deskadurezh Stad hag an danvezioù zo an hevelep re hag e forzh peseurt skol unyezhek e Bro C’hall. Tapet o deus ar skolaerien an diplomoù ret hag ensellet int evel o c’henseurted eus ar c’helenn publik ha prevez. Er skol e vez degemeret bugale peseurt bennak vefe o orin, o soñj o relijion ha se zo ul lodenn eus pennaennoù krouiñ ar rouedad evel an digousted hag al laikelezh. 

E 1994 pa oa François Bayrou mnistr an Deskadurezh Stad e oa bet roet d’ar skolioù Diwan evel skolioù all dre soubidigezh ar rouedad Eskolim ar statdud skol dindan gevrat. Seitek vloaz en deus ranket Diwan gortoz hag evit an Euskariz ez eo 25 bloaz ! Betek 2013 e oa ret gortoz 5 bloaz mont en-dro ar skolioù a-raok gellout goulenn gant ar Stad lakaat anezho dindan gevrat kevredigezhel.

> Gouzout hiroc’h war ar c’helenn dindan gevrat, war lec’hienn an Deskadurezh Stad

Gerioù-alc'hwez stag : Deskadurezh Stad   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ