Darempred

Degemer > Digenfinan-penaos-aozan-un-distro-a-feson-evit-ar-skolidi-adalek-an-12-a-viz-mae-
skoliou-dieub-den-ebet__RLP8321

Aozañ un distro a feson evit ar skolidi adalek digenfinañ an 12 a viz Mae

07/05/2020

Lire cet article en français

Prezidant ar Republik en deus divizet addigeriñ ar skolioù d’an 11 a viz Mae. D’an 28 a viz Ebrel, en deus resisaet ar C’hentañ Ministr deiziataer digoradur ar skolioù, skolajoù ha liseoù. Diwan a zo neuze o klask en em aozañ ar gwellañ posubl evit gellet digeriñ ar skolioù e sizhunvezh an 12 a viz Mae. Savet hon eus tri goulenn gant Anna-Vari Chapalain, renerez Rouedad Diwan.

Peur e vo addigoret ar skolioù Diwan ?

Klasket e vo digeriñ ar muiañ a skolioù e sizhunvezh an 12 a viz Mae. Ar pal a zo digeriñ ar skolioù, pa vez posubl, daoust ma ne vo ket an holl vugale distro er skol diouzhtu. E lec'h ma ne vo ket posupl ober mod-all e vo degemeret ar vugale briorek evit gellet kregiñ ganti memes tra gant ma vo nebeutoc’h eget 15 bugel er c’hlas. Goude se, e vo lakaet an traoù da vont war-raok evit digeriñ an holl skolioù, skolajoù ha lise ha degemer muioc’h muiañ a vugale tamm-ha-tamm, pa vo posubl.

Penaos e vez dibabet addigeriñ ur skol ?

Kenkoulz hon eus resevet raktres Protokol yec’hedel addigeriñ ar skolioù savet gant an Deskadurezh Stad ar sizhun tremenet, ez eus bet lañset un enklask diabarzh evit sikour ar skolioù d’en em briziañ ha gellet kemer an diviz digeriñ gant un niver uhelañ a vugale, diouzh meur a griter evel ment an ti ha niver a skolaerien hag implijidi dieub evit an degemer hag ar c’hempenn.

Ar sizhun-mañ e vez meret ar c’hudennoù a c’hell kaout ar skolioù : ment ar salioù, niver a skolaerien hag implijidi, trawalac’h a lec’hioù dour, … Ma ne vez ket gellet doujañ da poentoù ar protokol, ne vo ket digoret ar skol diouzhtu. Da skouer, dibabet hon eus nompas digeriñ skol Naoned Su dre m’emañ ar skol staliet en ur ranndi re vihan, gant lec’hioù boutin implijet gant annezidi ar c’hendi, hep porzh : ar pezh na zouj ket d’ar protokol yec’hedel evit surentez ar vugale.

Pa eo addigoret ur skol, penaos e vo aozet an digenfinañ ha doujet d’ar protokol yec’hedel ?

Maskloù implijidi Diwan a vo roet gant Diwan ha gant an Deskadurezh Stad evit an implijidi Stad. Pedet eo ar renerien da vont e darempred gant o enseller bro evit kaout o maskloù. Mod-all, evit doujañ d’ar protokol, e vo kempennet ha divikrobet ar skol div wech an deiz (o lakaat an implijidi nann-gelenerienn kentoc’h war an task-se eget war an tro-skol). An dalc’h a zo kavout ur aozadur mat evit doujañ d'ar protokol : da skouer ma vez ur sal klas nemet 30m², e vo degemeret nemet 8 bugel ha ket 15. Ne c’haller ket c’hoari gant yec’hed ar vugale hag an implijidi !

E Diwan, evel en holl skolioù/evel e pep skol, diaes eo aozañ an digenfinañ hag addigoradur ar skolioù. Gwelet e vez pegen dereat eo ar savadurioù hag an dafar implijet gant Diwan : a-wechoù eo re vihan an tiez skol, pe c’hoazh re gozh. Er skolajoù, diaesterioù zo ivez evit an degemer er c’houskva hag evit aozañ an transportoù skol diouzh ar mintin ha diouzh an noz, ar pezh n’eo ket simpl er mare-mañ.

Ur wech ouzhpenn, lakaet vez war wel diaesterioù Diwan ! Met daoust da se, gant e gefridi servij publik e klask Diwan ober a seurt ma vo ar muiañ a skolioù o tigeriñ en-dro ar sizhun o tont, hag a skolajoù ar sizhun war lec’h. C’hoant em eus saludiñ energiezh an holl implijidi ha tud a youl vat hag a za war raok asambles evit tizhout ar pal mañ.

Gerioù-alc'hwez stag : koronaviruz    Deskadurezh Stad    kentañ derez    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ