Darempred

Degemer > Deiziadur-diwan-2023-gwerzh-dan-dud
calendrier-deiziadur-diwan-2023_deiziadur_2023_carre

Deiziadur Diwan 2023

Gwerzh d'an dud

11/10/2022

Evit brasañ plijadur an holl eo bet savet gant skol Kastellin deiziadur Diwan 2023 hag e c’hellit koumanantiñ diouzhtu hag e-leizh !

En deiziadur-mañ e kavit :

  • Un tem ispisial : Ar yezhoù bihanniver, marjinalizet, aet diwar-wel pe o vont da goll er bed.

  • Ur stumm nevez : Savet eo an deiziadur evel bannoù-treset. Ar from plijus, aes da lenn ha dudius a ro c'hoant da zizoloiñ ha da lenn asambles.

  • Ur steuñvenn orin : Beajiñ a ra Gwennig tro-dro d’ar bed, mont a ra e darempred gant ar re all, gant sevenadurioù disheñvel. Ganti emañ ul lapous ispisial : Burzhud a zo gouest da dreiñ pep yezh zo e brezhoneg, mod-se e c’hell kompren Gwennig ha bezañ komprenet.

Dizoloit hor deiziadur en ur c'hlikañ war al liamm-se :

 

An holl skolioù a c’hell gwerzhañ deoc’h skouerennoù, kit e darempred gant ar skol dostañ evit prenañ anezho : 10€ an deiziadur.

Un dra nevez ar bloaz-mañ ! Gellout a reoc’h prenañ an deiziadur Diwan enlinenn war lec’hienn Mignoned ar Brezhoneg. 10€ an deiziadur mui mizoù-kas.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ