Darempred

Degemer > Degouezhiou-diskiant-kuzul-bonreizh-diwan
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_etienne_coeur_bzh

Degouezhioù diskiant !

Kemennadenn a-berzh Diwan

21/06/2021

Bevet hor boa degouezhioù dianavezet c’hoazh ar sizhun tremenet da geñver an enkadenn bonreizhel en dro da Diwan ha d'ar brezhoneg. D’ar Merc’her 16 a viz Even en doa embannet ar c’huzul vonreizh e evezhiadennoù war e zivizoù embannet d’an 21 a viz Mae ha kemmet en deus anezho d’an 19 a viz Even.

 

Evezhiadennoù ar c'huzul bonreizh sellit ouzh ar bajenn 15.

Amañ dindan divizoù kuzul vonreizh an 21 a viz Mae : 

18. Si, pour concourir à la protection et à la promotion des langues régionales, leur enseignement peut être prévu dans les établissements qui assurent le service public de l'enseignement ou sont associés à celui-ci, c'est à la condition de respecter les exigences précitées de l'article 2 de la Constitution.

19. Or, il résulte notamment des travaux préparatoires de la loi déférée que l'enseignement immersif d'une langue régionale est une méthode qui ne se borne pas à enseigner cette langue mais consiste à l'utiliser comme langue principale d'enseignement et comme langue de communication au sein de l'établissement.

20. Par conséquent, en prévoyant que l'enseignement d'une langue régionale peut prendre la forme d'un enseignement immersif, l'article 4 de la loi déférée méconnaît l'article 2 de la Constitution. Il est donc contraire à la Constitution.

Dre m’emañ gant ar skolioù kevredigezhel ur gevrat kevredigezh Deskadurezh Stad eo meneget en divizoù ez a ar c’helenn dre soubidigezh e yezhoù rannvro a-enep ar vonreizh er c’helenn publilk met ivez er skolioù ur gevrat kevredigezh ganto, ar pezh a zo bet kaoz eus tousmac’h ar sizhunvezhioù tremenet.

En un doare dic’hortoz ez eus bet embannet gant ar c’huzul vonreizh d’ar Merc’her 16 a viz Even e evezhiadennoù war e zivizoù :

S’inscrivant dans la ligne directe de la décision n° 2001-456 DC du 27 décembre 2001 mentionnée ci-dessus, le Conseil constitutionnel a constaté que, au sein de l’enseignement public, une telle forme d’enseignement est en contradiction avec les exigences résultant de l’article 2 de la Constitution. Il a donc déclaré l’article 4 de la loi déférée contraire à la Constitution.

Comme précédemment indiqué, cette décision ne s’applique toutefois qu’à l’enseignement public.

An dra-mañ ne dalv ket evit ar skolioù ur gevrat kevredigezh ganto, da lavaret eo hor skolioù.

Diasur eo avat stad an traoù e-keñver al lezenn. Hervez arbennigourien zo, ne ouezomp ket hag eñ e vo talvoudus bepred an evezhiadennoù-mañ a-fet un diviz lezennel.

Kadarnaet eo bet hon nec’hamant p’en deus ar c’huzul vonreizh kemmet e evezhiadennoù e fin ar sizhun tremenet ha cheñchet ar poent pouezus-mañ.

S’inscrivant dans la ligne directe de la décision n° 2001-456 DC du 27 décembre 2001 mentionnée ci-dessus, le Conseil constitutionnel a constaté que, au sein du service public de l’enseignement, une telle forme d’enseignement est en contradiction avec les exigences résultant de l’article 2 de la Constitution. Il a donc déclaré l’article 4 de la loi déférée contraire à la Constitution.

Comme précédemment indiqué, cette décision ne s’applique toutefois qu’au sein du service public de l’enseignement.

Luziet eo an traoù penn-da-benn. Daoust hag emañ ar c’hevratoù kevredigezh e servij publik ar c’helenn ? Ma n’emaint ket, penaos krediñ e talvoudegezh an evezhiadennoù-mañ pa c’hellont bezañ kemmet pa garont ?

D’ar muiañ e tiskouez kement-mañ soñj diresis izili ar c’huzul vonreizh na ‘z a ket gwall bell, met kement-mañ zo ur respont politikel da lusk kreñv ar sizhunvezhioù diwezhañ. D’ar gwashañ e c’hellfe an dra-mañ bezañ lakaet d’ur brabrañserezh ouzhpenn en ur mare gwall strizh war ar sujed-mañ.

Goulenn a reomp digant ar re fur bezañ resis ha doujus e-keñver emouestl pemdeziek an dud a-youl vat, ar skolaerien hag an hiniennoù.

Pa weler an amatouriezh brizh demokratel-mañ e chomomp seder, sioul ha mennet da genderc’hel gant hor c’hefridi evit treuzkas ar brezhoneg dre soubidigezh evel ma reomp abaoe 44 vloaz gant efedusted.

Evit suraat hor c’hefridi a-fet al lezenn e c’houlennomp ma vo reizhet ar vonreizh.

Betek an trec’h !

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : communiqué    conseil constitutionnel   

Skignañ ar pennad-mañ