Darempred

Degemer > Correction-des-copies-en-breton-des-epreuves-de-science-une-avancee-a-confirmer-dans-le-temps
skolaj-kemper-sal-klas_7-Skol_Diwan_Kemper

Difaziañ skridoù e brezhoneg arnodennoù skiantoù : un araokadenn da vezañ kadarnaet

Kemennadenn gelaouiñ

Lire cet article en français

Gouezet hon eus disadorn 24/06 gant Rektordi Roazhon en deus degemeret an hevelep aotre hag hini bet gant akademiezh Bourdel, da lavaret eo, an aotre da zifaziañ skridoù e brezhoneg an arnodennoù skiantoù da c’hortoz emdroadur ar framm priziañ nevez a vo lakaet e pleustr e-keñver treuzfurmadur ar skolajoù. Lakaet e vo da dalvezout an doareoù da zifaziañ gant servijoù Rektordi Roazhon kerkent ha penn kentañ ar sizhun-mañ.

Evidomp eo sklaer e talvezo an aotre-mañ evit akademiezh Naoned hag  hor skolajidi·adezed eus Sant-Ervlan.

Trugarez vras d’an holl re o deus stourmet evit kaout an araokadenn-mañ a zo ur bazenn ouzhpenn evit ma vo anavezet gwelloc’h hon hentenn treuzkas ar brezhoneg. Trugarez dreist-holl d’ar skolajiidi·adezed o deus kemeret riskloù evit se.

Trugarez vras !

Degouezhout a ra mat ar c’helou-mañ evit degas un tamm sederoni ha kalon vat d’hor skolajidi·adezed evit arnodennoù dilun ha dimeurzh !

War evezh e vimp evit ma  chomo an araokadenn-mañ padus ha ma vo skrivet kement-mañ e kenemglev Diwan-Rannvro-Stad war ziviz bepred.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Assemblée Générale extraordinaire 20/05

An emvod meur dreistordinal a vo dalc’het d’an 20 a viz Even 2026 er selaouva Yann-fañch Kemener, e Kastell Kerampuilh e Karaez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

An holl bennadoù war an tem-mañ