Darempred

Degemer > Contractualisation-de-lecole-de-saint-herblain-le-rectorat-hors-la-loi-
manifestadeg-13.03.2021-kemper_manif_13_03_christian_gouerou_3

Kevratañ skol Sant-Ervlan : Ar rektordi er maez al lezenn !

Galv da vanifestiñ evit Diwan Sant Ervlan

02/06/2021

Goude 5 bloavezh, n'eo ket kevrataet c'hoazh skol Diwan Sant Ervlan e Liger Atlantel. Manifestadeg d'ar 5 a viz Even da 10e e Naoned.

Lire l'article en français

Nac’hañ a ra rektor Marois Akademiezh Naoned kevratañ skol Sant-Ervlan daoust bezañ ganti an dezverkoù lezennel pa ‘z eo bet digoret 5 bloaz zo. Tra ma c’helle bezañ kevratet ar skol abred goude 2 vloaz e lavar ar Rektor n’en deus ket ar Minister roet ar peadra ret evit se. Penaos kompren an dra-mañ gant ar pezh ar c’hoarvez bremañ ?

Goulenn a reomp digant Minister an Deskadurezh Stad sklaeraat an traoù !

Klask a ra prezidant ar Republik hag ar gouarnamant sioulaat Diwan hag an holl rouedadoù dre soubidigezh. Goude ar promesaoù e c’hortozomp divizoù fetis !

Kevratañ skol Sant-Ervlan a vefe un arouez vat evit sioulaat an traoù  !

War lerc’h manifestadeg kaer Disadorn e Gwengamp e c’halvomp hor bugale, hon tud ar vugale, hon tud a youl vat, hor skolaer·ien·ezed, hon implijidi nann gelennerien hag hon tud tost o c’halon ouzh Diwan d’en em vodañ dirak prefeti Naoned d’ar Sadorn 5 a viz Even da 10 eur evit goulenn ma vo doujet da gwirioù hor skolioù ha goulenn-groñs kevratañ raktal skol Sant-Ervlan !

Un digarez e vo ar vodadeg-mañ da ziskouez e soutenomp skolioù Diwan an departamant (raktres skol Kernitron al Lann, kudennoù savadurioù e skolioù Savenneg ha Naoned Su…), ar soubidigezh ha dre vras diorren ar brezhoneg e Liger-Atlantel.

Evit pezh a sell ouzh ar raktres Diwan e Kernitron-al-Lann ez eus dioutañ abaoe 2019 met n’eus ket bet gellet kas anezhañ da benn dre ma vank ul lec’h evit en em staliañ. Evit gellout digeriñ ar skol a-benn miz Gwengolo 2021 eo poent bras kavout un diskoulm en trowardroioù evit gellout degemer ar vugale hag ar skipailh pedagogiezh en aozioù labour vat ! Fellout a ra deomp e asantfe an dilennidi hag ar strollegezhioù lec’hel labourat evit-se buan. Al lusk kreñv a gaver tro-dro da raktres Kernitron al Lann a zegaso evit an takad a-bezh ur c’hinnig skoliata e brezhoneg nevez da familhoù kalz kumunioù an trowardroioù.

Evit echuiñ e savomp a-du gant ar galv da vanifestiñ lañset gant Breizh Unvan d’ar Sadorn 5 a viz Even da 2 eur e Redon rak merzout a reomp ingal ez eo ur skoilh ar fed da Vreizh bezañ rannet evit diorren ar brezhoneg daoust da youl annezidi Liger-Altantel.

Betek an trec'h !

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Sant-Ervlan    manifestadeg   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

Hetoù 2026

Kregiñ a ra 2026 gant ur c'heloù deus ar c'hentañ evit Diwan hag hor yezh : digoradur Skol Diwan Orvez ! Bremañ ez eus 48 skol,...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ